Stadegouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar stadegouriezh a zo ar skiant hag ar pleustr hag a zo o fal tennañ anaoudegezhioù diouzh anadennoù eztaolet dindan ur stumm a gementadoù. Diazezet eo war teorienn ar gwirheñvelder, ur skourr eus ar matematikoù da dalvezout.
Hervez teoriennoù ar stadegouriezh e vez lakaet da batromoù an arvarusted hag an amzivin. O pleustriñ war ar stadegouriezh e labourer evit sevel steuñverezh hag evit krennañ ha displegañ an arselloù, hep ankounac'haat lakaat da c'hoari ar c'hemmusted hag an amzivin e-barzh.
[kemmañ] Orin an termen
Dont a ra an termen brezhonek eus ar c'hembraeg ystadegau hag hemañ eus al latin stastisticum collegium (kuzul ar Riez pe Stad). Eus al lavarenn-mañ e teu ar ger italianeg statista (Den a riez pe bolitikour). Implijet e oe e 1749 gant an Alaman Gottfried Achenwall ar ger statistik hag e oe troet e saozneg (en:statistics).
Sevel stadegoù a zo bet pleustr ar riezoù hag o melestradurezhioù. Bremañ e vez savet stadegoù gant embregerezhioù ha tud oc'h ober diwar-benn skiantoù an Natur, ar skiantoù kevredigezhel, ar medisinerezh hag all.