Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeadenn Implijer:Rognogno - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Rognogno

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skeudenn:WikiLettreMini.png Degemer mat war Wikipedia, Rognogno !

Mar fell dit e c'hallez mont diouzhtu da sellet ouzh an alioù kentañ evit gouzout penaos degas kemmoù er pennadoù ha sevel pennadoù nevez war Wikipedia.
Gallout a rez mont da foar ar goulennoù (FAG), da ereadur Wikipedia hag ober taolioù esae er poull-traezh ivez. Kavout a ri an holl draoù-se displeget dre ar munud war al levr-heñchañ evit stagañ gant Wikipedia.

Evit ma vo klok an degemer e kinnigan dit mont d'ober un tamm tro war ar reolennoù da heuliañ (reolennoù an neptuegezh, an degemer pennadoù, ar gwirioù aozer...) ha war pajennoù ar raktresoù. Moarvat e kavi tra pe dra dedennus evidout dre eno.

Evit sinañ da gemennadennoù (war ar pajennoù kaozeal nemetken), e c'hallez bizskrivañ ~~~ ; ha gant ur pevare tildenn, ouzhpenn da "sinadur", e vo diskouezet an deiz hag an eur (~~~~). Arabat sinañ pennadoù an holloueziadur. Posupl eo adkavout roll an aozerien en ur glikañ war rann Istor pep pennad.

A-wechoù e vez implijet arouezennoù pe gerioù kevrinus gant ar Wikipedourien : adkavout anezho a c'hallez ma'z ez war ar bajenn luc'haj. Eno emañ displeget o zalvoudegezh.

Mar fell dit e c'hallez lavaret deomp piv out, eus pelec'h out ha gant petra out dedennet. Evit se e c'hallez personelaat da bajenn hiniennel. Mard deuez eus ur Wikipedia all, na zisoñjez ket da lakaat liammoù war-du da bajennoù hiniennel all. Gallout a rez dont d'en em ginnig war kannadig ar Wikipedourien nevez ivez.

Kement hag aesaat an eskemmoù etre an implijerien disheñvel o yezh e c'hallez merkañ ar yezhoù boaziet ganit — ha da beseurt live — en ur lakaat unan eus ar patromoù a gavi war Wikipedia:Babel war da bajenn bersonel.

Ha ma'z peus goulennoù da sevel, arabat chom etre daou soñj a-raok dont e darempred ganin. Gallout a rez sevel da c'houlennoù en ti-chopin ivez, pe ouzh an implijerien prest da sikour, pe c'hoazh dont da gaozeal war IRC.

Avel vat war an holloueziadur kentañ e brezhoneg !


--Fulup 24 C'hwe 2006 da 17:48 (UTC)

salut. gwir eo 'michañs ne dlefe ket bezañ kemmet ur bajenn bersonel met graet 'm eus rak kredet em eus e oa ar pezh ec'h poa bet c'hoant ober. enfiñ, setu, lakaet am eus ur voezt-implijer/ez e lec'h ar skeudenn. mar ne blij ket dit, Làr din (mar plij dit, lâr din ivez). goul' ivez ma'c'h eus c'hoant gwlet krouet seurt boestoù all evit lakaat war da bajenn. ken ar c'hentañ--Neal 5 Meu 2006 da 15:00 (UTC)

Taolenn

[kemmañ] Skraboù

Gwelet em eus az peus savet un adkas evit abegoù skraboù. C'hoarvezout a ra ingal gant ar c'h met peurliesañ e klaskan kas war-du an tu all hag ober gant ar skrab eeun (ar skrab "etrebroadel"). Ar srkab kromm eo an hini a vez implijet evit ar galleg a gav din ha diwar-se e teu kudennoù rak n'eo ket an hevelep kod. --Fulup 10 Meu 2006 da 18:13 (UTC)

Ya, evel-se emañ kont war an holl wikioù. Setu perak eo pouezus renkañ mat ar pennadoù e rummadoù evit ma vefe posupl adkavout anezho ha sevel ur bern liammoù ivez. Ur fazi pennlizherenn ha ne gaver netra. --Fulup 10 Meu 2006 da 20:48 (UTC)

[kemmañ] g(w)askoneg

Graet kemmet gaskoneg > gwaskoneg. trugearez evit da evezhiadenn. --Neal 11 Meu 2006 da 20:37 (UTC)

Mat e ve dit mont da astenn ar pennad gallek Brittany ivez?Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 05:26 (UTC). ma! Marteze e rin pa gavin amzer da zivroañ. Mall zo warnon gwelout teurel an "tichopin" d'ar blotoù. War a seblantn'eus nemet daou nec'het gant se.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 22:00 (UTC)

[kemmañ] heñvelrevelezh pe heñvelreviezh

salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):

  • heñvelrevelezh
  • heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)

skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)

[kemmañ] Julius Pokorny

N'on ket kar d'ar c'heltiegour brudet. Dibabet em eus al lesanv-mañ en e enor avat. --J. Pokorny 8 Ebr 2006 da 12:59 (UTC)

[kemmañ] Rummad berradurioù

E-lec'h kaout ur rummad "roll berradurioù", marteze e vefe gwelloc'h kaout ur rummad ledanoc'h anvet "berradurioù" hepken. Gallout a rafen renkañ ma fennad SPQR e-barzh ha da rolloù berradurioù ivez. Moarvat ez eus pennadoù diawr-benn berradurioù all strewet amañ-hag-ahont ivez. Petra a soñjez ? --Fulup 18 Ebr 2006 da 20:34 (UTC)

[kemmañ] Anvioù planedennoù

Peseurt stumm d'az soñj a c'hellfe bezañ degemeret evit an danvez planedennoù nevez ? Charon ha Ceres ? Iskomandant Marc'heg 18 Eos 2006 da 20:18 (UTC)

Trugarez dit. Ret eo diwall pa glasker brezhonekaat anvioù 'zo. Ya, arabat klask brezhonekaat Nyx ha Nix gant Niks o-daou ! Setu amañ korfoù all a c'hellfe dont da vezañ planedennoù dizale, darn n'eus ket tu da vrezhonekaat d'am soñj : Hygiea, Vesta, Pallas, Orcus, Ixion, Quaoar, Sedna. An holl yezhoù a ra gant Quaoar, anv un doueez eus Indianed USA. Iskomandant Marc'heg 23 Eos 2006 da 07:31 (UTC)

[kemmañ] Australia

Ur skeudenn all 'm eus kemeret, kavet war ar wiki e saosneg : [1] Gwir eo ez eus ur copyright gant krouer ar banniel. Padal ez eo ivez ur banniel ofisiel en Aostralia!!! Ar wiki saosneg a implij ar gêr fair use 'vit displegan perak ez implijont ar skeudenn-se: diot e vije komz eus banniel an aborijened hep e ziskouez... Met ma gavez furoc'h tennan ar banniel e c'hellez en ober... Benoni 21 Eos 2006 da 20:07 (UTC) Kavet 'vez en alamaneg ha poloneg ivez d'an nebeutan : [2], [3] Benoni 21 Eos 2006 da 20:22 (UTC)

[kemmañ] Belfast

Demat. Evel-just, Aogust! Emañ ar wirionez ganeoc'h. A galon. Klaod.Kadbzh 30 Gwe 2006 da 16:22 (UTC)


[kemmañ] Gaskoneg

Ne oa ket bet displeget gant Neal abeg e chenchamant anv. Met kalz boutinoc'h eo Gaskoneg (80 degouezh war Google da skouer) eget Gwaskoneg (24 degouezh war Google da skouer). Hag er yezh boutin n'em eus morse klevet den ebet ober gant Gwaskoneg. A-benn ar fin, ne vez kavet ar son "w" e yezh ebet, hag ar reolenn e brezhoneg a zo doujañ eus yezh ar vro: "Gascon" a vez graet e Okitaneg. Setu ne welan abeg ebet ober gant "gwaskoneg"... Benoni 3 Her 2006 da 22:19 (UTC)

[kemmañ] Rouantelezh Breizh-Veur

Demat. Kroget oa bet ganin ur pennad Rouantelezh Breizh-Veur evit gober an diforc'h gant ar Rouantelezh Unanet, abalamour d'ar pennad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Her 2006 da 15:30 (UTC)

Glups! Digarezit! Poent eo din prenañ lunedoù: kredet am boa la oa bet graet an adheñchañ ganeoc'h...A galon. Klaod. Kadbzh 14 Her 2006 da 15:57 (UTC)

[kemmañ] TRugarez

Demat. Kroget oa bet Swaziland ganin pa poa arruet ar micherour da gempenn ar bellgomzerez... Renket ar bellgomzerez gantañ, hag achapet kuit... met Internet a yae a-dreuz. Trugarez neuze evit bout kempennet an traoù. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Her 2006 da 16:02 (UTC)

[kemmañ] Lamennais

Glups! An destenn vrezhonek n'oa ket bet kavet ganin... Klask a ran, abaoe ur prantad, stankañ an toulloù (=liammoù ruz) eus miz Gwengolo (ganedigezhioù, marvioù, darvoudoù...). A-wezhoù e kavan stummoù anvioù da gempenn. A galon. Klaod.86.214.204.131 26 Her 2006 da 12:35 (UTC)

Machachoupinette...Ad-glups! n'on ket boaz da evañ "rosé". :°))) . A galon. Klaod.Kadbzh 27 Her 2006 da 15:32 (UTC)


[kemmañ] Klaoustre

A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:58 (UTC)

Salut, bez ez eus 50 wiki gant 10.000 pennad, met daou wiki a zo e saosneg (english ha simple english). Setu 'n eus nemet 49 yezh c'hoazh bet en tu ont da 10.000 pennad ;-) Gwellet : [4] :
"The Bengali Wikipedia has reached 10,000 articles, as the 50th Wikipedia to do so, and the 2nd language from South Asia to reach the milestone. As one language has two wikipedias (English and Simple English) there are still only 49 Wikipedias in (arguably) different languages that have reached this number of articles. The 10,000th article is ১৩১৫, a stub about the year 1315 created by RagibBot."Benoni 29 Her 2006 da 22:13 (UTC)

Klasket em eus fourdouilhat en-dro d'ar bajenn Alabama, met barrekoc'h egedon zo, a welan. Neuze ez in da ober traoù all fentusoc'h: doueoniezh lakaomp. Bianchi-Bihan 31 Her 2006 da 17:36 (UTC)

[kemmañ] 920 Sinema

Piv oar? Marteze ez eus filmoù a-zivout ar prantad amzer-se... :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 31 Her 2006 da 20:14 (UTC)

[kemmañ] Mell-droad

Sur-awalc'h e veze c'hoariet mell-droad hengounel. Klask a rin 'ba' niverennoù kozh "L'Equipe" eus 920... :-))) Kadbzh 31 Her 2006 da 20:30 (UTC)

[kemmañ] Bloavezhioù

Ur fazi a zo ez pajennoù bloavezhioù : n'eus bet kroget da implij an Deiziadur gregorian nemet e 1582. A-raok e oa an Deiziadur juluan a veze implijet... Benoni 1 Du 2006 da 12:42 (UTC)

[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:35 (UTC) (Merour)

[kemmañ] Islay

Emañ ar gwir ganit evel just. N'em boa ket soñj ken e oa daou bennad. Gra evel a gari. Brav e vije goude studiañ wiski an enezenn: soñj am eus e oa danvez er wiki galleg. Emañ an holl voutailhoù (gwechall boutailhadoù) dirak ma daoulagad. Bremañ e evan dour.Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 10:32 (UTC)

[kemmañ] Savoia

Trugarekaat. Ne ouien ket. Desket un dra bennak ganin. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 17:13 (UTC)

[kemmañ] Kaozeadenn diverket

Bet skrivet ganit d'ar 27 a viz Du 2006 en ur gemmañ Kaozeal:N'eo ket wikipedia ur geriadur:

"Adlakaat ar gaoz (n'eo ket ar boaz disverkañ ar c'haozeadennoù)"

Respont
Ar gwir a zo ganit evel-just. Trugarez evit bezañ adlakaet ar gaozeadenn bet tennet ganin dre fazi, rak n'em boa ket bet c'hoant diverkañ an evezhiadennoù-se. Mont a ra a-dreuz a-wezhoù ar mekanik em burev. Digarez.--Merour (N) 27 Du 2006 da 21:31 (UTC)

[kemmañ] Stadoù Alamagn

Brav da welet. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 21:55 (UTC)

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com