Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mahatma - Wikipedia

Mahatma

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur ger sañskriteg a dalvez "Ene Meur" eo Mahatma. Roet e vez an anv-se d'an dud evel Mohandas Karamchand Gandhi (bet enoret evel-se gant Nautamlal Bhagavanji Mehta d'an 21 a viz Genver 1915 e skol Kamribai e Jetpur, India) hag implijet e vez evit diskibled, eneoù frank pe michereien. Evit teuler ur sell ouzh an teul gant an arroud orin, sellet ouzh http://kamdartree.com/mahatma_kamdar.htm.

Brudet eo bet ar ger el lennegezh teozofel e dibenn an XIXvet kantved pa oa bet embannet gant an Itron Helena P. Blavatsky, unan eus diazezerien ar gevredigezh teozofel, e oa he c'helennerien diskibled pe Mahatmated a veve e Tibet.

A-wechoù e vez roet an titl-se da vistri ar c'horroidigezh gant teozofourien zo. Diouzh lavar teozofourien zo ha kelenn an New Age n'eus ket boudoù dienkorfet eus ar Vahatmated, kentoc'h ez int tud a ouestl kemer preder gant diorroidigezh an hiniennoù hag ar sevenadurezhioù.

Blavatsky eo bet an hini gentañ en amzerioù modern oc'h embann kaout darempredoù gant diskibled, anezho mistri teozofourien, dreist-holl Koot Hoomi ha Morya. Disklêriañ a ra en he skridoù bezañ o skignañ kelennadurezh ar Vreuriezh Wenn Veur.

E miz Gwengolo ha miz Here 1880 eo bet an Itron Blavatsky o welet A. P. Sinnett e Simla e norzh India. Broudet gant dedenn don Sinnett e kelennadurezh teozofel an Itron Blavatsky ha labour ar gevredigezh teozofel e stag an Itron Blavatsky gant un darempred dre lizher etre Sinnett hag an daou ziskibl a arc'hantaoue ar gevredigezh, K.H. ha M.

Diwar ar c'henskrivañ-se eo bet skrivet Ar bed kuzh (1881) hag ar voudaegezh ezoterek (1883), gant Sinnett. Bras eo bet levezon an daou levr-mañ evit sachañ evezh an dud dre vras war an deozofiezh. Kavet e vez ar respontoù roet gant ar Vahatmated da c'houlennoù Sinnett en e lizheroù eus 1880 da 1885, bet embannet e Londrez e 1923 dindan an anv Lizheroù ar Mahatma (Mahatma Letters) da A. P. Sinnett. Kenskrivet o deus graet ar Vahatmated gant un toullad mat a dud e-pad bloavezhioù kentañ ar gevredgiezh teozofel. Kalz eus al lizheroù-se zo bet embannet (e saozneg) e div levrenn anvet Lizheroù digant Mistri ar rouantelezh (Letters from the Masters of the Wisdom), Rannoù 1 ha 2.

Kalz tabut zo bet evit gouzout ha bez' e oa bet eus an diskibled-se e gwirionez. Douetañs zo bet savet e burutellerien Blavatsky war bezañs gwirion he Mistri. Sellet, da skouer, ouzh displegadenn W.E. Coleman's. Ouzhpenn 25 den o deus testeniekaet bezañ gwelet ha bezañ bet darempredoù gant ar Vahatmated-se e-doug buhez H.P.Blavatsky. Evit ur roll kronologel dre ar munud eus an testoù-se, sellet ouzh Deizlevr emgavioù gant Mahatmated teozofel. Er bloavezhioù diwezhañ ez eus bet kaset da benn un deorienn dedennus gant K. Paul Johnson diwar-benn ar vistri-se met tabutet e vez warni.

Goude marv H.P.B. e 1891 ez eus bet embannet gant meur a hini bezañ e darempred gant he mistri ha bezañ "kannaded" nevez ar Vistri en ur brezeg evel-se kelennadurezhioù ezoterek a bep seurt. Evit gouzout hiroc'h, sellet ouzh an Itron Blavatsky & deizioù diwezhañ kannaded ar Vistri.


[kemmañ] Liammoù diavaez

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com