Londrez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Londrez |
|
---|---|
Riez | Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon |
Rannvro | Bro-Saoz (England) |
Kod pellgomz | (44) 20 |
Maer (Mayor) Amzer gefridi |
Ken Livingstone (sokialour) 2004-2008 |
Gorread | 1 579 km² |
Hed | 00° 08' W |
Led | 51° 30' N |
Uhelder | 20 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 7 421 209 (2004) |
Stankter | 4700/km² |
Kêr-benn Bro-Saoz, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, eo Londrez (saozneg : London). Lec'hiet eo war riblennoù an Tavoez (Thames) e gevred ar vro; houmañ eo al lodenn binvidikañ eus ar rouantelezh. Tolpet ez eus tro-dro d'ar gêr war-dro 8 milion a annezidi (Londreziz o anv). Rannet eo an tolpad-kêr etre 32 boroughs (= bourc'hioù), mui ar City (Keoded). E penn ar rouantelezh emañ Londrez e meur a savboent. Amañ e chom an unpenn, da lavaret eo ar rouanez (Elizabeth II, hiziv) hag he gouarnamant ha dreist-holl ar c'hambroù, hini ar C'humunioù (the Chamber of Commons) hag hini an Aotrounez (The Chamber of Lords). Sez ar galloud arc'hant eo ivez p'eo ar City an eil plas goude Nevez-York. Porzh pennañ Breizh-Veur eo ivez.