Ki-dour
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
L. lutra
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
Genad : | Lutra | ||||
Anv skiantel | |||||
Lutra lutra Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Ar c'hi-dour, Lutra lutra, a zo un izel europeat eus kerentiad ar mustelidae. Anvet e vez alies ki-dour Europa, pe ki-dour ar bed kozh d'e ziforc'hiñ diouzh ar c'hon-dour arall.
Taolenn |
[kemmañ] Annez
An hini boutinañ eus ar c'hon-dour eo ki-dour Europa. E gavout a reer e-barzh an holl Europa met ivez e darnioù Azia hag Afrika. En arvar eo e lodennoù'zo eus e annez, avat, hag aet da get eo bet e Liechtenstein, an Izelvroioù ha Suis. Fonnus tre eo c'hoazh war aodoù Norvegia hag e norzh Breizh-Veur, dreist holl e Shetland ma vev, war a greder, 12% ar boblañs vreizhveuriat.
Pesked a zebr-eñv dreist holl met raned, evned, krestenneged ha zoken bronneged vihan.
[kemmañ] Emzalc'h
Tachennadel ez eo ar c'hon-dour ha ganto o unanig e vev dreist holl. Ment o zachennad a gemm etre 1 ha 40 km hervez stankder ar preizhioù. N'o-deus ket ar c'hon-dour evit en em c'houennañ. Parañ a reont en dour hag etre 1 ha pevar menn o-deus ar barrezed goude un dougen a 63 devez. E-pad ur bloavez e chom ar re vihan gant o mamm. Ne gemer ket perzh ebet a par en o desavadur h diarbennet e vez gant ar barrez un nebeut a zevezioù goude o ganidigezh.
E-pad an noz e vez o hemolc'h ar c'hi-dour ha tremen a ra an devez en e zouarenn.
[kemmañ] Mirerezh
Hemolc'het e oa bet ar c'hi-dour evit e greoñ, ar pezh en-doa lakaet e boblañs war zigresk e kalz rannvroioù. Gant an dilastezerien eo kinniget dreist holl, avat. Gant al labourerien-douar e vezont fuilhet war ar maezioù ha gant an dour-glav e redont er stêrioù. Berniañ a ra e korf ar c'hon-dour hag o fusuniñ goustadig a reont.
War gresk adare ez eo o niver abaoe ma oa bet difennet an dilastezerien dañjerusañ ha en eo renket evel "gloazius" c'hoazh gant an IUCN.