Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
ISKCON (Hare Krishna) - Wikipedia

ISKCON (Hare Krishna)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Anv ofisiel ar strollad-mañ a zo Kevredigezh Etrebroadel evit Anaoudegezh Krichna (saozneg International Society for Krishna Consciousness (ISKCON)), met peurliesañ e vez graet er re Hare Krichna oute gant an dud.

Krishna ha Radha
Brasaat
Krishna ha Radha

Ul luskad relijiel nevez, pe evit lod ur sektenn, eo ISKCON, diazezet war gredennoù ar vichnouegezh mod Gaudiya, da lâret eo e c'hell bezañ renket e-touez familh ar relijionoù o tennañ d'an hindouegezh. Diazezet eo ISKCON war ar bhakti yoga, da lâret eo kanañ meleudi da Krichna hag e genseurtez Radha.

Degaset e voe ar c'hredennoù-se evit ar wech kentañ da broioù ar C'hornôg gant A.C. Bhaktivedanta Swami Prabhupada p'en em stalias e New York e 1966 evit prezegenniñ eno.

Taolenn

[kemmañ] Dre vras

Anavezet e vez al luskad Hare Krichna gant an dud dre vras a-drugarez d'an izili a c'heller gwelet (nebeutoc'h nebeutañ e gwirionez) gwisket evel menec'h eus an India o tañsal hag o kanañ ar mantra meur dre straedoù bras kêrioù pennañ broioù Europa.

[kemmañ] Ar mantra meur

Dont a ra lesanv al luskad diwar ar ganenn kanet gante a-hed ar wech a vez graet er maha mantra outi, da lâret eo ar ganenn veur.

Kavet e vez ar ganenn-se e skriturioù sakr an hindouegezh, da skwer an Upanichad Kali-santarana, ha skignet e voe dreist-holl gant Chaitanya Mahaprabhu, bet ganet e Mayapur (India) e 1486. Brudet-bras eo ar ganenn-se en India a-bezh ha kanet e vez gant an tud n'emaint ket e-barzh al luskad ISKCON ivez.

Ar mahamantra e sankriteg
Brasaat
Ar mahamantra e sankriteg

Setu pozioù ar ganenn:

HARE KRICHNA HARE KRICHNA KRICHNA KRICHNA HARE HARE
HARE RAMA HARE RAMA RAMA RAMA HARE HARE

Kanañ a ra meuleudi da anvioù an doue Chiva, Krichna ha Rama.


[kemmañ] Kredennoù hag istor

Evit izili ISKCON ez eo Krichna kevatal da Vichnou ha hennezh e penn an holl doueed. Kregiñ a reas ar bhakti yoga da geñver ar maread ar Vedaoù, met diorroet e kaset da benn e oant dreist-holl gant Sri Caitanya Mahaprabhu e kornôg Bengal er bloavezhioù 1500s. Abalamour da se emañ renket ISCKON evel un doare hindouriezh vishnour gaudiya, da lâret eo e mod Bengal.

Kalz a du a zo aet war hent ar vichouegezh doare goadiya en India dre vras, dresit-holl e kornôg Bengal hag Orisa abaoe ar grennamzer. Unan eus an diforc'hioù pennañ etre ar vichnouegezh doare gaudiya ha doareoù hindouegezh all, vichnoueger pe get, a denn d'ar fed ma vez kredet ez eo ene pephini un bezañs evitañ e-unan ha ne deu ket na netra dre vezañ enteuzet en netra.

E Londres
Brasaat
E Londres

Prabhupada an hini eo a degasas an doare hindouegezh-se d'ar C'hornôg dre krouiñ ISKCON hag ivez dre dreiñ meur a skritur sakr an hindouegezh diwar ar [[sanskriteg] hag ar bengaleg, evel da skwer ar Bhagavad Gita, ar Srimad Bhagavatam hag ar Chaitanya Charitamrita[1].

[kemmañ] Seizh pal ISKCON

Pa voe savet ISKCON gant Prabhupada e 1966 e tisklêrias en deveze al luskad seizh pal pennañ:

  • Skrignañ ar c'hredennoù dre ar gevredigezh en he fezh;
  • Lakaat an dud da anaout Krishna hervez ar Bhagavad-gita hag ar Srimad-Bhagavatam;
  • Kenstrollañ an izili ebvit o c'has tostoc'h-tostañ da gKrichna ha dre se skrigañ ar c'hredennoù en un doare ledanoc'h;
  • Kas war-roak al luskad sankirtana, da lâret eo kanañ ar mantra e lec'hioù foran hervez kelennouriezh Chaitanya;
  • Sevel ul lec'h sakr evit izili al luskad met ivez digor d'an dud all gouestlet da gKrishna;
  • Lakaat an izili da vevañ asambles hervez reolennoù simpl ha naturel;
  • Embann levrioù ha kelaouennoù evit skignañ kredennoù al luskad.

Klasket e vez gant tud ISKCON skignañ o c'hredennoù ha lakaat muioc'h-mui a tud da grediñ enne, dreist-holl dre brezegenniñ er straedoù en ur gannañ pe o werzhañ levrioù. Meur a gumuniezh hare krichna a zo dre ar bed a-bezh, gante tiez-debriñ, tiez-feurm ha skolioù zoken.

Daoust ma m'eo aet ISKCON mui-ouzh-mui war hent ar c'hornaouekaat, an holl izili a ra c'hoazh hep debriñ kig, hep ober gant ar c'hoarioù-arc'hant, hep evañ alhohol pe c'hoazh dramm ebet all hag ivez hep kaout darempredoù rievel nemet e vefe evit genel bugale gant ur c'houblad dimez.

[kemmañ] Kudennoù diabarzh war-lerc'h marv Prabhupada

Gant Prabhupada e oa bet krouet ISKCON ha gantañ e oa bet diorroet ha lakaat da greskiñ a-hed e vuhez.

Goude marv Prabhupada d'ar 4 a viz Du 1977 e teuas 11 ezel da vezañ gouroued veur (saozneg initiating gurus):

Tamala Krishna Gosvami
Satsvarupa dasa Gosvami
Jayapataka Swami
Hrdayananda Gosvami
Bhavananda Gosvami
Hamsaduta Swami
Ramesvara Swami
Harikesa Swami
Bhagavan dasa Adhikari
Kirtanananda Swami
Jayatirtha dasa Adhikari.

Diwar an 11 den-se, hiziv n'eus nemet 4 dioute a zo c'hoazh ezel eus ISKCON.

Hiziv emañ aferioù ISKCON dindan beli ur C'huzul Merañ (saozneg Governing Body Commission), bet krouet gant Prabhupada e-unan. Chenchet kalz en deus ar C'huzul-se abaoe ma oa bet krouet gant Prabhupada ha kritiket kalz eo bet gant izili zo. Devamrta Swami eo anv Prezidant ar C'huzul Merañ.

Goude marv Prabhupada ez eo bet kemmet meur a gredenn ivez.

[kemmañ] Kudennoù diavaez

A-hed an amzer eo bet tamallet pennoù ISKCON da vezañ kaset da benn skrapadennoù, krizeri war ar vugale ha flod. E penn kentañ ar bloavezhioù 80 e oa bet savet a-enep dezhe meur a brosez gant ISKCON barnet da baeañ gant kalz a arc'hant hag ivez gant pennoù zo eus al luskad lakaet en toull [2].

Hervez John Hubner ha Lindsey Gruson en o levr diwar-benn ar re Hare Krishna er Stadoù-Unanet Monkey on a Stick: Murder, Madness and the Hari Krishnas [3] o doa kemeret perzh izili eus ar strollad e gwerzhañ struj hag armoù hag kiriek e vefe bet lod ivez da vezañ lazhet izili all.

Ar skandaloù braña a dennas d'an doare ma oa bet mac'homet bugale eus skolioù an aozadur gant pennoù ISKCON, dreist-holl gwalloberioù revel, bet anavezet ez-forna gant ISKCON e 1998 [4].

Goude ma oa bet tamallate ar strollad da baeañ 9,5 million a dolarioù e lâras 430 den all o doa bet gouzañvet seurt gwalloberioù ivez ha freuzstal he doa ranket disklêriañ ISKCON

[kemmañ] Gwelet ivez:


[kemmañ] Liammoù diavaez:

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com