Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Dahomey - Wikipedia

Dahomey

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Dahomey (anvioù all : Danxomé, Danhomé, Abomey) a oa anezhi ur rouantelezh en Afrika hag en em astenne war tiriad ar riez a vez anvet Benin bremañ. Savet eo bet hec’h anv diwar ar ger dan a dalvez "naer" e Foneg ; un dave eo da azeulerezh an naered-piton, un azeulerezh boutin war aodoù Benin, e rannvro Ouidah peurgetket.

Krouet e oa bet ar rouantelezh-se, hervez ar vojenn, gant merc’h ar roue Tado. Honnezh, ur Yoruba anezhi, a oa deuet d’ar c’hoad da glask dour ha kejañ a reas gant ar spered loupard. Agasu, tad an holl Foned, a zeuas da vugel dezho. Krouet e oa bet ar gêr santel gant diskennidi Agasu. War-dro 1600 e oa bet tri mab dezhañ o tabutal evit mont da roue. Trec’h e oa bet ar mab henañ war e daou vreur, a yeas kuit da sevel o rouantelezhioù dezho o-unan, unan war aod Ajase-Ipo, Porto Novo hiziv an deiz, hag egile, en Abomey en norzh ma c’haller gweladenniñ palez ar roue c’hoazh.

Mont a reas rouantelezh Abomey buan a-walc’h da vezañ ur vro c’halloudus, gant moneiz hag all. Pinvidikaat a reas gant ur c’henwerzh a-bouez, hini ar sklaved dreist-holl. Dont a rae un arme efedus hag aozet-mat da breizhañ danvez sklaved er meuriadoù. Da-c’houde e veze kaset ar re-se betek aod ar meurvor Atlantel, ma vezent eskemmet ouzh marc’hadourezhioù a bep seurt, kanolioù hag armoù peurgetket, gant kenwerzhourien Europa.

Ur rejimant eus ar vegenn a rae war-dro difenn hag eveshaat ar roue. Ne oa nemet maouezed er rejimant-se hag « amazonezed » e vezent anvet gant kenwerzhourien Europa.

E 1724 e voe aloubet Allada gant ar Foned. Gounid a reas ar re-se goude douaroù betek aod ar meurvor Atlantel hag aloubet e oa bet ganto Dahomey penn-da-benn en doare-se. An doueed Yoruba, anavezet dija gant ar Foned, a veze azeulet evel speredoù lec’hel Ewe ha Fon eus ar relijion vodou, anezhi relijion ofisiel ha diazez ar rouantelezh.

Rouantelezh Dahomey a oa bet anezhi betek dibenn an XIXvet kantved. Brezel a oa bet, evit gwir, etre annezidi ar rouantelezh hag an drevannederien hag e dibenn ar brezel-se e oa bet tapet ar roue Behanzin hag argaset e oa bet eus ar rouantelezh, a oa bet staget ouzh Frañs.

Da-heul alouberezh ar vro gant an drevadennerien c’hall e teuas Kontouerioù ar Benin, a oa stag ouzh trevadenn Senegal abaoe miz Gouere 1886, da vezañ un drevadenn emren e 1893, a-raok bezañ anvet « Trevadenn Dahomey ha dalc’hioù » gant un dekred eus an 22 a viz Mezheven 1894. An anv Dahomey, na dalveze nemet evit envel rouantelezh Dahomey er penn kentañ, a voe graet gantañ goude evit envel an drevadenn en he fezh. Youl a oa bet d’ar mare-se evit reizhabegiñ hag evit kemer lorc’h diwar un alouberezh diaes a-walc’h, o teuler evezh ne vije ket kemmesket an tiriad-se gant tiriad Benin vreizhveuriat, (Nigeria hiziv an deiz). Ne gollas an drevadenn nevez hec’h emrenerezh nemet e 1904, pa oa bet entoueziet gant Afrika c’hall ar C’hornôg (AGK).

Dahomey, ur vro dizalc’h abaoe ar 1añ a viz Eost 1960, a oa bet roet an anv Benin dezhi d’an 30 a viz Du 1975.

[kemmañ] Roueed Dahomey

Impalaeriezh trevadennel c'hall I- trevadennoù, gwarezvelioù pe perc'henniezhioù gall kozh :
Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) | Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) | Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall=Mali, Ginea, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia) | Afrika C'hall ar Reter (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangi-Chari) | Djibouti | Komorez (Anjouan) | Madagaskar | Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez
An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) | Inini | Berbice | Haiti & Santo Domingo | Tobago | Inizi Gwerc'h (darn) |

Azia : Alaouit | Proviñs Hatay | Sri Lanka | Indez Frañs (Chandernagore, Aod Koromandel | Chennai | Malabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) | Kwangchowan (Sina) | Indezsina (Annam, Cochinsina, Kambodja, Laos, Tonkin) | Antarktika & Oseania: Kaledonia-Nevez | Hebridez Nevez (Vanuatu hiziv) | Frañs Antartika |

II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv
Gwiana c'hall | Polinezia c'hall | Gwadaloup | Martinik | Mayotte | Kaledonia-Nevez | Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon) | Sant-Pêr-ha-Mikelon | Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
Gwelet ivez : Trevadennerezh gall en Amerika | Kompagnuniezhioù kenwerzh trevadenniñ
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com