14 Mezheven
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1775 : krouet eo Arme ar Stadoù Unanet gant ar C'hendalc’h.
- 1777 : degemeret eo ar banniel lesanvet Stars and Stripes (steredennoù ha roudennoù) da vanniel ar Stadoù Unanet, gant ar C'hendalc’h.
- 1846 : deroù an emsavadeg a-enep Mec'hiko e Kalifornia.
- 1872 : anavezet eo ar sindikadoù gant al lezenn e Kanada.
- 1900 : dont a ra Hawaii da vezañ un tiriad stag ouzh ar Stadoù Unanet.
- 1907 : reiñ a reer ar gwir da votiñ d’ar merc’hed e Norvegia.
- 1941 : miliadoù a dud eus Estonia, Lituania ha Latvia a zo kaset en harlu en Unvaniezh Soviedel.
- 1942 : kregiñ a ra Anne Frank da skrivañ he deizlevr.
- 1982 : dibenn ar brezel en Inizi Maloù ; kodianañ a ra soudarded Arc'hantina gant arme ar Rouantelezh Unanet.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1671 : Tomaso Albinoni, sonaozer italian.
- 1736 : Charles Augustin de Coulomb, fizikour gall (m. 1806).
- 1868 : Karl Landsteiner, bevoniour aostrian, tapet gantañ Priz Nobel ar vezegiezh (m. 1943).
- 1914 : Rui de Carvalho Nascimento, mestrc'hoarier ha saver kudennoù echedoù portugalat.
- 1928 : Ernesto « Che » Guevara, dispac'her ha politikour genidik eus Arc'hantina (m. 1967).
- 1939 : Manuel Vázquez Montalbán, skrivagner spagnolek eus Katalonia (m. 2003).
[kemmañ] Marvioù
- 1920 : Max Weber, sokiologour alaman (g. 1864)
- 1927 : Jerome K. Jerome, skrivagner saoznek (g. 1859)
- 1936 : Maksim Gorky, skrivagner rusianek (g. 1868)
- 1985 : Loeiz Andouard, skrivagner brezhonek (g. 1904)
- 1986 : Jorge Luis Borges, skrivagner spagnolek eus Arc'hantina (g. 1899)
- 1995 : Rory Gallagher, soner iwerzhonat (g. 1948)
- 2006 : Jean Roba, aozer bannoù-treset eus Belgia (g. 1930)