Yevaneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh indez-europek eus skourr ar yezhoù gresianek eo ar yevaneg pe yuzev-gresianeg (saozneg: yevanic, romaniote pe judeo-greek) komzet gwechall gant ar yuzeved romantiotek bet o chom e Gres abaoe ar Maread Hellenek.
Ur yezh-kar d'ar c'hoine gresianek (Ελληνική Κοινή) an hini eo, enni meur a c'her o tont eus an hebraeg.
Ur yezh varv eo ar yevaneg, aet da get evit meur a abeg:
- "lonket" eo bet ar bihanniver a Yuzevion a orin romaniotek koulz gant an iliz ortodoksel koulz gant ar yuzevion sefaradek kalz niversusoc'h;
- aet eo kuit meur a Yuzev a orin romaniotek d'ar Stadoù-Unanet ma'z eo bet dilezet ar yezh gante evit ober gant ar saozneg pe c'hoazh da Stad Israel e lec'h ma veze pouezet war an dud nevez deuet da dilezel o yezhoù evit ober kentoc'h gant an hebraeg;
- drouklazhet e oa bet meur a Yuzev a rae gant ar yezh-se gant an nazied
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
Yezhoù yuzevek ( ) | |||
---|---|---|---|
Afro-Aziatek | |||
Hebraeg | (marevezh): Bibl | Mishnaeg | Krennamzer | Modern | ||
(rannyezhoù): Ashkenazed | Sefaraded | Yemeniteg | Sananeg | Tiberieg | Mizraheg | |||
Yuzev-aramaeg (Aramaeg) : Barzaneg | Houlaolaeg | Denieg | Didaneg | Nochaneg | |||
Yuzev-arabeg (Arabeg) : Yuzeveg Iraq | Yuzeveg Maroko | Yuzeveg Yemen | Yuzeveg Libia | Yuzeveg Aljeria | |||
Re all : Kouchiteg : | Kayleg | Kwareg | Kailigneg | Berbereg : Yuzev-berbereg | ||
Indezeuropeg | |||
Yidicheg (Alamaneg) : Nat'l Yiddish Book Ctr. | YIVO | C'hoariva Yiddish | Yeshivish | Yinglish | Klezmer-loshn | |||
Yuzev-romaneg : Yuzev-katalaneg | Italkieg | Ladinoeg | La‘az | Chouaditeg | Zarfateg | Yuzev-portugaleg | Yuzev-aragoneg | Tetuani | |||
Yuzev-Perseg (Aryaneg) : | Bouc'horeg | Djouhourieg | Dzhidieg | Yuzev-Hamedaneg | Yuzev-Golpayganeg | Yuzev-Chirazeg | ||
Yuzev -Esfahaneg | Yuzev -Kermaneg | Yuzev -Kashaneg | Yuzev -Borujerdeg | |||
Yuzev -Khunsareg | Yuzev -Kurdeg | Yuzev -Yazdeg | Yuzev -Nehevandeg | |||
Re all: Yevaneg (Gresianeg) | Knaneg (Yezhoù slavek) | Yuzev-marateg (Indezaryaneg) | |||
Altaeg | Dravideg | Kartvelianeg | |
Krimtchakeg | Karaimeg | Yuzev-malayalameg | Grouzineg |
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |