SLB Skol-Veur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
SLB Skol-Veur a zo rann studierien Sindikad Labourerien Breizh. Kavet e vezont e skolioù-meur Breizh, dreist-holl e Skol-veur Roazhon 2, e lec'h m'o deus dilennidi. Ur pouez bras o deus da goulz ar stourmoù a-enep d'ar CPE. Gaël Roblin a 'zo e touesk pennoù ar sindikad e Roazhon 2. Ideologiezh ar sindikad a liamm ar broadelouriezh breizhad gant mennozioù an tu-kleiz.