Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Sindikad Labourerien Breizh - Wikipedia

Sindikad Labourerien Breizh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

AN SLB (Sindikad Labourerien Breizh) a zo ur sindikad broadelour breizhat bet krouet e 2001. E touesk e stourmerien pennañ e c'heller menegiñ Dominig Jolivet. Al lec'hioù ma 'z eo kreñv ar sindikad-se a zo Diwan (e lec'h ma 'z eo ar c'hentañ sindikad) ha Skol-veur Roazhon 2 (e lec'h m'en deus 3 dileuriad).

Kavet e vo a-is disklêriadur orin an SLB.

Disklêriadur Sindikad Labourerien Breizh :

Krouiñ a reomp ur sindikad SINDIKAD LABOURERIEN BREIZH - SLB - e anv. Digor eo ar Sindikad SLB d'an holl verc'hed ha paotred a zo gopridi, retredidi, dilabour, hep labour, labourerien emren, studierien, liseidi ha deskarded adal 16 vloaz o labourat pe o vevañ e Breizh ha mennet da stourm ouzh ar gwaskerzh sokial. Diazezet e vo labour SLB war nav bro Breizh : Dol, Gwened, Kernev, Leon, Naoned, Roazhon, Sant Brieg, Sant Maloù, Treger. Embann a reomp eo ar Vretoned ur bobl hag evel an holl bobloù he deus gwir da dermeniñ he-unan an doare da 'n em ren. Bez' eo Sindikad SLB un unvaniezh stourm evit labourerien Breizh, evit difenn o gwirioù sokial ha broadel hag evit reiñ gwirioù sokial ha broadel dezho. Un unvaniezh a genskoazell eo etre labourerien Breizh hag a genskoazell etrevrodel etre labourerien ar bed holl. Embann a ra SLB o deus an holl Vretoned gwir da chom, da vevañ ha da labourat e Breizh. Gwir o deus da vevañ en un endro yac'h ha disaotr. Stourm a raimp evit ma vo anavezet ar gevatalded paotred / merc'hed war an dachenn sokial. Skoazell a raimp ar Vretoned diavaez da zistreiñ da labourat ha bevañ d'ar Vro. Demokratel eo SLB ha stourm a raio ouzh ar faskouriezh ha kement mennozh kontrol da wirioù mab-den.

War evezh e vimp eus statudoù hag aozadurioù labour bresk kalz a labourerien digenvezet, hiniennelaet e bed al labour gwevn ha berrbad; er c'hontrol e stourmimp evit aozioù buhez reizh ha dereat ouzh dellegezh mab-den.

War evezh e vimp eus dazont implijidi Diwan ne vern peseurt statud a vo dibabet gant he renerien. Ur stourm skouer e vo hemañ deomp, ne laoskimp hini ebet war-vord an hent pe ve o kelenn pe ne ve ket. Ne asantimp ket e ve kollet netra ganto war an dachenn sokial : statud ha gopr.

A-unan e vimp gant an holl labourerien o stourm evit derc'hel d'o implij ha d'o gwirioù sokial evel da skouer er mare-mañ e bro Lannuon.

A-unan e vimp gant ar re a zifenn ar servij publik.

Gervel a reomp holl labourerien ha labourezed Breizh da zont ganeomp war-zu ur gevredigezh reishoc'h

A-gevret e vimp trec'h !


[kemmañ] Liammoù

  • Dazont, Sindikad studierien broadelour, kreñv er bloavezhioù 1990.
  • SLB Skol-Veur, rann studier an SLB.

[kemmañ] Liammoù diavaez

E yezhoù all
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com