Sant Alan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Sant Alan, eskob Kemper, er VIIvet kantved. Patron parrez Korle e oa gwechall, e penn pellañ eskopti kozh Kernev.
Gouel : 27 a viz Kerzu
Ur ger keltiek eo marteze pa weler stummoù nes e kembraeg (alan = karv yaouank) ha skoseg. E brezhoneg eo lesanv al louarn, ul loen e beliadenn rous evel hini ar c'harv. Koulskoude e soñj da lod e vefe nes ouzh anv an Alaned (Alani e latin), ur bobl deuet eus Iran da aloubiñ impalaeriezh Roma.