Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Reveulzi spartakour - Wikipedia

Reveulzi spartakour

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

Du 1918 : ar reveulzi Spartakour

Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spartakour a chom hollbouezus evit an istor, liammet gant ar brezelioù evit an dieubidigezh. Ur bloavezh goude reveulzi here e Rusia ec'h emsave reveulzierien Alamagn. Komunourien Rusia a grede betek re e vije o reveulzi un doare dihun evit pobloù ar bed etrezek an dieubidigezh komunour, krediñ a raent o devoa roet lañs d’ar reveulzi bedel. Padal ne voe ket se tamm ebet a erruas met ur c’hwitadenn a laka emled ar gomunouriezh da c’hwitañ. An 9 a viz Du 1918 n'en deus ket degaset savidigezh ar broleterien en Alamagn, met fin ar renad impalaerour nemetken. Ur wech kaset da get hemañ n’eo ket bet sevenet ar reveulzi, met kemmet ar sistem politikel evit unan demokratel-bourc’hiz. Ar c’hwitadenn-se evit ar broletaerien n’eo bet maget nemetken gant an disentezioù etre ouvrierien, ar vank a aozadur el luskad reveulzier ha dreist-holl trubarderez ar sosial-demokrated eus an tu dehou harpet gant ofiserien uhel an arme.

Ar reveulzi en Alamagn n’eo ket bet obererezh ur strollad politikel bennak, tarzhet n’eus goude an arsav-brezel a trec’hidigezh ar vro. Alamagn a oa o vont da fall, an Alamanted o deus bet c’hoant cheñch o bed pemdeziek zu evit dont unan habaskoc’h. Lojik eo a-berzh ar bobl Alaman en dije bet c’hoant da gemm e dazont, pa oa sac'het etre dienez ha naonegezh drastus. Ur wech gwelet ne oa ket didrec’hus an impalaeriez « santel » ez eo savet ar soñj ennañ e oa tu da gemm endroadur ar bed.

Dizurzhiet, hep pennoù-bras na palioù resis, ne ouie ket mat ar reveulzierien da belec’h e oa ret mont. Da gentañ sturiet gant ar soñj diveliour , goulenn a rae an emsavidi ar gwir da gaout ur gevredigezh frankoc’k, n’int ket bet harpet gant strolladoù an tu kleiz, ar re-se a zo bet souezhet mik en ur weled ul luskad ken kreñv a-berzh ar bobl, ha re ziwezhat o deus roet un hent da heuliañ.

An tri strollad pennañ en Alamagn a oa neuze : Strollad ar Sosial-Demokrated, niverus tre e izili (reformour); a gleiz ganet adal un dorridigezh ar strollad sosial-demokrat dieub (reveulzierien anezho) ha diouzh an tu kleiz pellañ, ar Smmkusbund, lig komunour tost ouzh ar Venchevisted. A-dreñv dezho e teu re an O. R., stourmerien ar sindikajoù reveulzier; an tu kleiz radikal, ar Strollad Nasional-Bolchevik hag an anarkourien o kaout e holl nerzh e su Alamagn.

Ar stourm bet kaset, etre ar reformourien hag ar reveulzierien a zo bet ken kreñv ma z’eo deuet a-benn da darzhañ en ur brezel-diabarz. Kement mañ a zo krog d’an 9 a viz du 1918, pa z’eo bet embannet krouidigezh ar republik gant an daou luskad, met ne darzho nemet goude un disemglev hir war renerez ar vro. Betek an 28 a viz kerzu 1918, ar strolladoù pennañ(kleiz) hag ar re dizalc’h (kleiz pellañ + an anarkourien) a chomo asambles er galloud. Met adal ur mare e teu war wel un emglev nevez etre ar strolladoù pennañ hag ar strolladoù stourm eus an tu dehoù pellañ, broadelourien hag ez-soudarded anezho, a zeuio da vezañ an arme broadel nevez en Alamagn). Ar Spartakourien evit emsaviñ ha diskouez o nerzh a ya gant ar strolladoù frank. Al luskad reveulzier a vo trec’het dre an armoù, e plas emañ, ar c’hoari politikel a tegaso an nasional-sokialouriez er galloud gant an eil-brezel bed da heul.

Ar reveulzi-se na vez ket komzet kalz a ziwar he fenn gant an istorourien, pe en doare da gas o mennozhioù war-raok. Ar rsosialisted en a-raok eo ar re washañ, ar memes re a zisoñj kaozeal a ziwar emsavadeg ar Mac'hnovisted (un emsav anarkour renet gant Mac'hno e Ukraina). En ur vezañ damzisoñjet gant ar brashañ niver, reveulzi Alamagn a chom unan eus darvoudoù politikel pouezusañ ar c’hantved tremen, dre ma tegas un harz da emled ar reveulzi komunour er bed. Ouzhpenn se e chom ur goulenn direspont, ma vije bet savet ur stad komunour en Alamagn, ha tu a vije bet da Hitler da zont mestr war ar vro?

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com