Ploeneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Ploeneg | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Kerne - Kab |
Arondisamant | Arondisamant Kemper |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù ar C'hab-Sizun |
Bro 'Voynet' | {{{Bro Voynet}}} |
Kanton | Kanton Pontekroaz |
Kod INSEE | 29197 |
Kod post | 29780 |
Maer Amzer gefridi |
Jean-Claude Hamon {{{amzer-gefridi}}} |
Gorread | 2 805 ha = {{{gorreadkm²}}} km² |
Hed | -4.48° |
Led | 48° |
Uhelder | keitat : 90 m bihanañ : 0 m brasañ : 104 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 4 106 ({{{deiziad-poblañs}}}) |
Stankter | 146 ann./km2 |
Ploeneg a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed. Hec'h annezerien a vez graet Ploenegerien eus outo. Anv galleg : Plouhinec. Ur gumun all e departamant ar Mor-Bihan a zo anvet Plouhinec e galleg, met Pleheneg e brezhoneg.
[kemmañ] Douaroniezh
War aod ar Meurvor atlantel emañ Ploeneg war benn ur gwareg aodoù a ya eus Beg-ar-Raz betek Beg Penmarc'h e Gevred a zo bet graet ar Gammell eus outi (Gregor Rostren). Roc'hellek ha traezhennek tro-ha-tro eo an aod, kornôg-reter dre-vras e reteradur. E Norzh an aod e kaver un antiklinell (da wiriekañ) etre ar mor ha traoñienn ar Gwaien dezhañ ur reteradur kenstur.
[kemmañ] Istor
Kavet eo bet roudoù obererezh an Den eus ar goshañ e ur gev war an aod e-kichen kêriadenn Menez-Dregan. 400 000 bloaz'zo eo bet enaouet un tan el lec'h-se, da lavaret eo roud koshañ un tan a zo bet kavet e Europa. Nepell eus ar gev e weler lec'hienn uhelañ kab ar Souc'h m'emañ nemorantoù teir daolioù-maen warni. Aze e c'heller gwelout pep a vag a drem etre Beg-ar-Raz ha Beg Pennmarc'h ken e soñj an hendraourien e veze ul lec'h arouezel e amzerioù goshañ.