Kultur ar Bobl
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- Sevenadur ar Bobl a c'hall bud ar folklore, da-lâred-eo kultur hengounel ur strollad etnik pe sevenadurel bennaked. An dra-se a c'hallo bud hengounioù, kanaouennoù, kontadennoù, kredennoù (superstissionoù), proverboù, beb seurt all. Ar folklore a gustume bud kaset d'un den d'egile dre gomz, mes en amzerioù a-vremañ ez eus bed klasket mired dre skrid ar sevenadur dre gomz eus meur a vro. E-pad ar c'hantved 19, tud en-em interesse d'ar folklore dreist-holl evit poelloù ideolojik ha broadel. Er c'hantved 20 e oa kinniget da studiañ anezhañ gant ur spered muioc'h objektiv, gant lagad an etnolog.
- Ar ger Sevenadur ar Bobl, a-hend-all, a c'hall bud komprenet e-giz ar sevenadur pop (dreist-holl er broioù saoznek)...