Kripteg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eon Hadeeg |
Kripteg |
Strollad Diazoù |
Nektareg |
Imbrian Izel |
Ar c'hripteg a zo marevezh kentañ istor an Douar. Deraouiñ a reas 4567.17 milion bloavezh'zo hag echuiñ a reas 4150 milion bloavezh'zo. Kriptek eo anvet peogwir ne chomas hogozik roudenn ebet eus ar marevezh-se. Distrujet e voent e-pad reuziad ar vombezadeg vras.
E-pad ar c'hripted e touezias an Douar. E ziabarzh a zisheñvelas hag e grestenenn a vaenas. Ar stokad-ramz en-defe ganet al Loar a c'hoarvezas e-pad ar maread-hont ivez.
Eus ar c'hripteg e teu ar reier koshañ anavezet war an Douar.
N'eo ket anavezet ar c'hripteg gant ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh