Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Karintia - Wikipedia

Karintia

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Kärnten (alamaneg)
Koroška (sloveneg)
Banniel Karintia Skoed-ardamez Karintia
(Banniel Karintia) (Skoed-ardamez Karintia)
Yezhoù ofisiel Alamaneg, sloveneg
Kêr-benn Klagenfurt / Celovec
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) Jörg Haider (BZÖ, populist eus an tu dehoù pellañ)
Gorread
-Hollad
-Dour

9 536 km²
1.8%
Poblañs
-Stankter
559 404 (2001)
59/km²
Tennañ a ra ar pennad-mañ da stad kevredet Karintia, Aostria. Evit rannvro Karintia, Slovenia, sellit ouzh: Karintia (Slovenia).

Ur stad kevredet a Aostria eo Karintia (alamaneg Kärnten, sloveneg Koroška) a zo Klagenfurt (sloveneg Celovec) e gêr-benn.

Div yezh ofisiel a zo e Karintia: an alamaneg hag ar c'hKoroško (sloveneg Karintia), ur rannyezh slovenek. Hervez niveradeg ofisiel 2001 e ra 13 109 a dud (~2.3% eus ar boblañs) gant ar sloveneg bemdez; e gwirionez ez eus muioc'h evit 50 000 sloveneger karintian (da lavarout eo muioc'h evit 9% eus ar boblañs), met lakaet e vez lod anezho da gaout mezh abalamour d'o yezh.

(Da vezañ kendalc'het)

Taolenn

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs

Emdroadur ar boblañs
Bloavezh Niv. a annezdi Niv. ofisiel
a slovenegerien

1900 367 324 75 136
1923 370 432 34 650
1939 460 946 43 179
1951 474 764 42 095
1961 495 226 24 911
1971 525 728 20 972
1981 536 179 16 552
1991 552 421 14 850
2001 559 404 13 109















[kemmañ] Istor & Politikerezh

[kemmañ] Karintia - kreñvlec'h an tu dehoù pellañ

Abaoe an XIXvet kantved ez eo bet Karintia unan eus kreñvlec'hioù an tu dehoù pellañ e Kreiz Europa. D'ar vare-se e tegemere lod eus alamanegerien ar vro mennozhioù broadelour, enepslav, enepyuzev hag enepkloer tra ma chome ar slovenegerien leal ouzh gouarnamant Vienna ha stad liesvroadel an Habsbourged. E 1919 pa oa disrannet Aostria-Hungaria e c'houlenne breujoù Karintia e vefe staget o bro ouzh Alamagn. Lu stad SHS (Yougoslavia) ac'h ac'hube ar rannvroioù sloveneger hag en em ganne ouzh gward-bro Karintia. Betek ar bloavezhioù 1980 e oa bet enoret paotred ar ward-bro evel harozed ha "difennerien a-enep ar slaved" gant gouarnamantoù Karintia. Dre ur referendom (d'an 10 a viz Here 1920) e chome ar rannvroioù sloveneger stag ouzh Karintia dre ma oa bet prometet d'ar slovenegerien, 70 000 den bennak d'ar mare-se, skolioù o-unan. Etre 1938 ha 1945, dindan ren an nazied e oa forbannet miliadoù a slovenegerien gant an SS. Em em zifenn a raent en ur sevel strolladoù partizanted a stourme a-enep d'ar polis ha d'an arme alaman ar gwellañ ma c'hellent. Da dreitourien e vez lakaet ar rezistanted-se gant politikerien garintian eus an tu dehoù betek an deiz a hiziv. Dre voaz e ya un dregantad uhel eus ar votoù gant strolladoù eus an tu dehoù pellañ e dilennadegoù Karintia - war-dro 42.5% e 2004.

Gwelet ivez:

[kemmañ] Tabut ar panelloù (alamaneg Ortstafelstreit)

Takad ar sloveneg e Karintia (2001)
Brasaat
Takad ar sloveneg e Karintia (2001)

Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhel Aostria ar gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er melestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E 1972 e tivizas Bruno Kreisky, kañseller Aostria, ha Hans Sima, pennrener Karintia sevel panelloù alamanek-slovenek e 205 kumun e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl panelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehoù pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buannañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourien yuzev" eus an daou bolitikour.

E 1977 e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen n'eus ket bet savet nemet 77 panell betek an deiz a hiziv abalamour da mastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a beb liv politikel.

Jörg Haider o sevel panelloù unyezhek nevez e Bleiburg/Pliberk e miz Eost 2006
Brasaat
Jörg Haider o sevel panelloù unyezhek nevez e Bleiburg/Pliberk e miz Eost 2006

Abaoe 2000 en deus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud o stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E 2001 e urzhias Lez-varn Vonreizhel Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun a vez komzet sloveneg enno gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het eo bet an urzh-mañ gant Jörg Haider, pennrener Karintia eus an tu dehoù pellañ. E 2006 e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost 2006 e kemennas e vo dismantret an holl panelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas.

Gwelout ivez:

[kemmañ] Kêrioù pennañ Karintia

   Kêr annezad (2005)
1 Klagenfurt/Celovec, kêr-benn Karintia 90 141
2 Villach/Beljak 57 612
3 Wolfsberg/Volšperk 25 298
4 Spittal an der Drau/Špital ob Dravi 16 045
5 Feldkirchen/Trg 14 030
6 Sankt Veit an der Glan/Št. Vid ob Glini 12 839
7 Völkermarkt/Velikovec 11 373
8 Sant Andrä/Št. Andrež 10 791

[kemmañ] Tud vrudet a gKarintia

  • Arnoulf a gKarintia - impalaer roman ha german
  • Gregor V. - pab
  • Peter Handke - skrivagner
  • Martin Kušej - leurenner
  • Wolfgang Petritsch - diplomat
  • Janko Messner - skrivagner
  • Heinrich Harrer - alpinour nazi
  • Peter Turrini - skrivagner
  • Janko Ferk - skrivagner
  • Ingeborg Bachmann - skrivagnerez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria.
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com