Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Framm ar sinalunioù - Wikipedia

Framm ar sinalunioù

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ar sinalun evit "Tan" (Pinyin : huǒ, Japaneg : ka) zo unan eus al lunioù kentañ a vez desket e Sina. Pevar seurt tres a ya d'e ober..
Brasaat
Ar sinalun evit "Tan" (Pinyin : huǒ, Japaneg : ka) zo unan eus al lunioù kentañ a vez desket e Sina. Pevar seurt tres a ya d'e ober.
.

Heuliañ a ra lunioù ar skritur sinaek reolennoù grafek strizh a denn d'an doare da dresañ an elfennoù war ur follenn (pe war ur skramm) met ivez da natur an elfennoù a ya d'ober anezho. Ne vo ket pledet er pennad-mañ gant reolennoù dibar ar c'haerskrivañ ma vez distummet ar reolennoù alies.

Tennañ a ra ar pezh a vo displeget da-heul da dres grafek ar sinalunioù, evit an holl yezhoù a ra ganto, met amañ ne vo meneget nemet distagadurioù ha skritur sinalunioù ar mandarineg.


Taolenn

[kemmañ] An tresañ

Evit tresañ pep lun e vez heuliet ar reolennoù-mañ.

Sinalun

Skritur :

  • Doare tresañ
  • Pennrann hag alc'hwezioù (roll)
  • Doare lunioù
  • Kaeskriverezh hag emdroadur
  • Adstummoù grafek
  • Hengounel hag eeunaet

Yezhoniezh:

  • Yezhoù sinalunek
  • Son ha ster al lunioù
  • Geriadurioù sinaek

Re all :

  • (Ja): Kanji, hira- et kata-kana
  • (Ko): Hanja hag hangŭl
  • Chữ nho
  • Chữ nôm
Skoazell evit kodañ
Levrlennadur

[kemmañ] Penntresoù

Da gentañ-penn n'haller implijout nemet un niver termenet a linennoù evit skrivañ ul lun (cheñch a ra an niver hervez an dielfennadurioù : 24 a seblant bezañ un niver a c'haller degemer). Gwechall e skrived gant ur barr-livañ, bremañ gant stiloioù. Rekis eo bezañ desket un nebeud reolennoù diazez evit meur a abeg : tresañ ur sinalun evit ma vo lennus ha, marteze a-walc'h ivez, brav da welet. Ouzhpenn-se, peurliesañ, eo ret kontañ an niver a linennoù a ya d'ober ul lun a-benn kavout anezhañ en ur geriadur. Padal n'eo ket naturel an disrannañ-se : a-wechoù e c'hallfed kontañ daou dres pa n'eus nemet unan, hag ar c'hontrol zo ken gwir all.

E-touez an tresoù pennañ emañ, da skouer :

  • ar "pik" : 丶 ;
  • ar varrenn a-led : 一 ;
  • ar varrenn a-serzh : 丨 ;
  • ar varrenn a-serzh krog : 亅 ;
  • ar varrenn a-led krog : 乛 ;
  • ar varrenn a-led diabarzh pleget krog 乙, hag all.

[kemmañ] Urzh an tresoù

Lun 或 huò, "pe", treset en urzh.

Gwelet a reer splann n'eus tamm kromenn wirion ebet na tamm pik ront ebet kennebeut. Ouzhpenn, n'haller tresañ ul lun nemet ma vez doujet d'an urzh degas an tresoù pennañ hervez reolennoù kemplezh.

[kemmañ] Reolennoù tresañ

  • A-gleiz da zehou
  • A-laez d'an traoñ
  • Eus an diabarzh d'an diavaez
  • Tres a-led a-raok tres a-serzh
  • Evit ar grafemoù "serr ha leun" evel 圈 ("juan", punet) 回 ("hui", distreiñ), e vez treset an holl dresoù war-bouez unan, e "leunier" e-kreiz hag e "serrer" ar grafem evit echuiñ.

Da skouer, e 本 běn, ez eus pemp tres a reer evel-mañ : 一 → 十 → 才 → 木 → 本.

A-us, al lun huò, "pe", treset en urzh.

[kemmañ] Ment skouer : ar garrezenn c'halloudel

Ouzhpenn e rank an holl lunioù, ne vern an niver a linennoù a ya d'ober anezho, bezañ klenket en ur garrezenn pe en ur c'helc'h galloudel (a vez treset a-wechoù er c'haieroù deskiñ skrivañ). Holl e rankont leuniañ an hevelep egorenn. Setu perak ez eo rekis a-wechoù stardañ pe distardañ elfennoù zo el lunioù a-benn ma yafent holl e-barzh an takad lakaet evito. Alies ne gemerer ket ar reolenn-mañ e kont evit ar c'haerskrivañ.

Setu amañ un nebeud skouerioù evit skeudenniñ ar c'hraf diwezhañ-mañ :

 Chinese character 一; yi, "unan", treset en urzh  Chinese character 火; huo3, "feu", treset en urzh, eus an du d'ar ruz  Chinese character 或 huò, "ou bien", treset en urzh, eus an du d'ar ruz
huǒ huò
1
4
7
10
48

Merket eo, eus al laez d'an traoñ, al lun, e zistagadur hag an niver a dresoù. Talvezout a reont, en urzh, "unan", "tan", "kaoter" ha "kerzhet evel un aerouant".

Kavet e vez lunioù kemplesoc'h c'hoazh evel 龘 (un aerouant, 龍, war-c'horre daou all). N'hall ket lunioù zo bezañ kodet ent elektronek evel, da skouer, unan zo gant pevar aerouant an eil war egile ma ranker implijout 64 linenn evit e dresañ. Evel-just ez eo tremen rouez al lun-se.

[kemmañ] Tu ar skrivañ

Erfin e vez treset al lunioù eus al laez d'an traoñ hag a-zehou da gleiz er broioù ma vez graet gant ar sinalunoiù hengounel (evel Taiwan) hag e Japan. E lec'h all e vez skrivet dre linennoù hag a-gleiz da zehou. Daoust da se e vez c'hoazh implijet ar skrivañ dre vannoù er c'haerskrivañ er broioù a skriv war linennoù : hennezh a oa, evit gwir, tu boas ar skrivañ gwechall. Gwir-tre eo c'hoazh, da skouer, evit barroù ar pretioù hengounel pe evit barroù ar stalioù. Skrivañ war linennoù pe dre vannoù ne cheñch ket netra evit ar c'hompren.

[kemmañ] An alc'hwez pe pennrann diazez pep lun

Lodenn distag. Diverradur :
Hogozik an holl lunioù a ya d'o ober, da nebeutañ evit ur rann anezho, tammoù dibabet en ur roll 214 elfenn (istorel eo an niver a 214). A-wechoù e talvez ar rann-se da spisaat ar ster met hiziv e vez implijet dreist-holl evel merk grafek evit renkañ al lunioù er geriadurioù.

A-benn ar fin, pa seller mat, e tenn an holl elfennoù, koulz lavaret, da unan eus an elfennoù-se anvet pennrann pe alc'hwez.

Lenn peurrest ar pennad.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.


Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com