Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Frañsez I (dug Breizh) - Wikipedia

Frañsez I (dug Breizh)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Frañsez I, ganet e Gwened e 1414 ha marvet eno ivez e 1450, a voe dug Breizh e-pad eizh vloaz, eus 1442 da 1450. Ouzhpenn-se e oa kont Montfort (e Bro-C'hall) ha Richmond (e Bro-Saoz). Mab e oa da Yann V, dug Breizh, ha da Jeanne de Valois (pe Jeanne de France), priñsez a Vro-C'hall.


Dimeziñ a reas e 1431 e Naoned da Yolanda ag Anjev (marvet e 1440), ur verc'h da Louis II ag Anjev ha da Yolanda ag Aragon. O mab Royan a oa bev e 1440. D'an 30 a viz Here 1442 e timezas e kastell an Alre da Izabella Stuart (1426- war-dro 1495), priñsez a Vro-Skos, merc'h da James Kentañ a Vro-Skos ha da Janed Beaufort, ha div verc'h o doe:

  • Marc'harid a Vreizh (1443–1469, Naoned), a zimezas da Frañsez II, dug Breizh, e 1455;
  • Mari a Vreizh (1444–1506?), a zimezas e 1461 gant Yann II, beskont a Rohan ha kont a Borc'hhoëd, marvet e 1516.

Daoust da glemmoù gouarnamant roue Bro-Skos ne voe ket anavezet ar priñsezed evel hêrezed d'an dugelezh. Dibabet e voe gant an dug leuskel ar gurunenn gant e vreur Pêr a Wengamp hag eñ divugel. En abeg da se eo e timezas e verc'h henañ da Frañsez II a Vreizh, an eil hêr war-lerc'h Pêr hag eben da Yann a Rohan, galloudekañ noblañs Breizh.

Perzh a gemeras e dibenn ar Brezel Kant Vloaz, hag e 1449 ez eas dindan e eontr Arzhur a Richemont gant 6 000 soudard da skarzhañ ar Saozon eus Normandi. Ur breur dezhañ, Jili Vreizh, ur marc'heg brudet, a oa e-tu ar Saozon, pa oa an darn vuiañ eus noblañsed Vreizh e-tu ar C'hallaoued. Harzet e voe gant soudarded an dug ha taolet er vac'h. Lazhet e voe Jili en e garc'har e 1450. N'ouzer ket pe e oa bet graet an taol diwar urzh an dug pe hini un ofiser. Hogen mervel a reas an dug gant ar morc'hed e 1450.

Beziet e voe dirak aoter iliz abati Redon. Lakaet e voe e vez en ur chapel a-gostez e 1780, met distrujet e voe da vare an Dispac'h. Mervel a reas e wreg intañvez Izabella e 1494 ha beziet e voe e Gwened.

E vreur Pêr a a voe dug war e lerc'h.

E yezhoù all
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com