ETA
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Euskadi Ta Askatasuna pe ETA (euskareg evit "Euskadi ha Frankiz"; distagadur LFE: [ˈɛːta]) zo anv un aozadur dizalc'hour euskarat ledvilourel a zo e bal krouiñ ur Stad dizalc'h ha sokialour en Euskadi, distag eus Stadoù Frañs ha Spagn. D'an 22 a viz Meurzh 2006 ez eus bet disklêriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet eo bet gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpañ "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwirioù evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroadurioù politikel a c'hall bezañ evit an amzer da zont." Sellet e vez ouzh ETA evel ouzh un aozadur sponterezh gant Stadoù Frañs, Spagn, Stadoù-Unanet Amerika hag Unaniezh Europa. Ouzhpenn 800 den zo marvet da-heul taolioù bet anzavet gant ar strollad.
Lugan ETA zo Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho"). Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar widre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh). E 1959 e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneral Franco. Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne an doareoù bevañ hengounel d'ur strollad armet. Setu an daou c'houlenn pennañ hiziv : (1) krouidigezh ur gouarnamant sokialour dizalc'h war dachenn Euskadi etre Frañs ha Spagn, ha, (2) Frankiz evit prizonidi ar strollad barnet d'ar vac'h pe o c 'hortoz bezañ barnet.