Winog
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Winog (pe Winoc, Winok, hep ankouaat ar stummoù kozh Uinnnoc ha Uinoc), a zo anv meur a zen. Savet eo an anv diwar ar wrizienn Uinn, a zo gwenn e brezhoneg ha gwyn e kembraeg.
Anaout a reer dreist-holl ar manac'h ganet etre 640 et 650, ha marvet d'ar 6 a viz Du 716 pe 717 e Flandrez. D'ar 6 a viz Du, dres, e vez goueliet ar sant.
Hervez ar vojenn e oa niz pe mab da Judikael, roue Domnonea. Gant tri c'hile dezhañ, e eontr Judog, Madog, hag Arnog, e oa aet da-gaout Bertin, a oa diskibl da sant Kolomban, du-hont e hanternoz Bro ar Franked.
Savet e voe gantañ abati Sint-Winoksbergen, anv flandrezek al lec'h a zo Bergues bremañ er Republik C'hall.
E 685, war c'houlenn sant Omer, e savas un abati all e Wormhout hag eno e voe beziet.
Taolenn |
[kemmañ] War-lerc'h e varv
E 1024, distrujet abati Wormhout gant an Normaned, e voe savet un abati nevez gant Baudouin IV e Bergues. Degaset e voe di relegoù ar sant a oa repuet ur pennad en iliz Saint-Omer.
Da vare an Dispac'h gall e voe distrujet an abati hogozik penn-da-benn.
[kemmañ] Ar sant e Breizh
- Gallout a reer gwelout e anv en anv-lec'h Vignoc, en hanternoz da Roazhon.
- Krediñ a ra lod eo e anv ivez a zo en anv-lec'h Plouhineg, er C'hab Sizhun. War a seblant ez eus fazi aze.
- Enoret eo ar sant e Plouhineg koulskoude, en iliz Sant Winog.
- Enoret eo ivez e Brieg, Kombrid, Landrevarzeg ha Plourin.
- An anv-se, eme lod, a zo da welout en anv abati Landevenneg, a oa gwechall Lan-to-wenneg.
- Un anv tiegezh eo e Breizh. Anaout a reer Guénec, Guennec, Guennoc.
[kemmañ] Ar sant e Kerne-veur
- E Kerne-veur eo enoret sant Wednack ha kavout a reer an anvioù-lec'h Lanwenock ha Landewednack, tost-kar da Landevenneg Breizh.
[kemmañ] Ar sant e Kembre
E Kembre e kaver
- ar sent Gwynnog ha Winoch;
- an anv-lec'h Llanwnog.