Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Violeta Parra - Wikipedia

Violeta Parra

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Violeta del Carmen Parra Sandoval
Brasaat
Violeta del Carmen Parra Sandoval

Violeta del Carmen Parra Sandoval (14 a viz Du, 1917 e San Carlos - 5 a viz C'hwevrer, 1967) a oa un arzourez brudet a vro Chile. He zad, ur skolaer, a oa boas da zastum kanaouennoù pobl. Rankout a reas Violeta dilezel abred he studioù evit sikour he zud er parkeier. Abred-tre ivez e savas he c'hanaouennoù kentañ gant ar gitar. En em staliañ a reas e Santiago Chile a-raok he ugent vloaz. Kanañ a raio neuze kanaouennoù poblel ha romantel en ostalerioù, er radioioù... a-raok divizout sevel ha kanañ kanaouennoù folk. Mont a reas e darempred e 1937 gant Luis Cereceda. Gantañ he do daou vugel : Isabel hag Angel. Kenderc'hel a reas da ganañ ha da zastum kanaouennoù evel ma rae he zad araozi. E 1948 e tispartias eus Cereceda a-raok dimeziñ a-nevez. Div blac'h he do neuze : Carmen Luisa ha Rosita Clara. E 1953 e voe gopret gant Radio Chili pezh a sikouro kalz evit brudañ anezhi. He labour dastum a gendalc'has gant he sonenroller hag he gitar er vro a-bezh. Klask a rae saveteiñ ar muiañ a ganaouennoù a-raok ma vefent ankouaet gant an holl. E 1954 e c'hounezas priz Caupolicàn, roet d'ar folklorour ar bloavezh. Pedet e voe neuze da fest ar yaouankiz Polonia, a-raok treuziñ an Unaniezh Soviedel.

Bevañ a reas e Pariz e-pad 2 vloaz, lec'h ma enrollas he fladennoù kentañ. Distreiñ a reas da Chile e 1956, lec'h ma krouas ha ma renas Mirdi an Arzoù Pobl e kêr Concepción. Distreiñ a reas da Santiago daou vloaz war-lerc'h. Stagañ a reas eno gant al livañ.

Violeta Parra a yeas da veajiñ da Vuenos Aires e 1961, ha da Europa da heul, gant Isabel hag Angel, ha chom a reas tri bloaz e Pariz, lec'h ma raio diskouezadegoù ha sonadegoù. An arzourez gentañ eus Su Amerika degemeret el Louvre evit un diskouezadeg personel eo bet. Distreiñ a reas a-nevez e Chile e 1965, lec'h ma stalias ur gaborell, a veze graet anezhi "kaborell ar rouanez" ganti, a-raok hervezi dont da vezañ ur greizenn sevenadurel gouestlet d'ar folklor. Kanañ a reas asambles gant Gilbert Favre e Bolivia e 1965. Distroet e Chile, e savas he daou don diwezhañ enrollet gant he bugale asambles gant ar soner a vro Uruguay Alberto Zapicán. En em zistruj a reas e-barzh he gaborell d'ar 5 a viz C'hwevrer, 1967. Hanterkant vloaz e oa.

He c'hanaouenn anavezetañ Gracias a la Vida a zo bet brudet-tre er Stadoù-Unanet a-drugarez d'ar ganerez Joan Baez.


[kemmañ] Liammoù liesseurt

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com