Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Ubu Roue - Wikipedia

Ubu Roue

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ubu Roue (Ubu Roi) zo ur pezh-teatr bet skrivet gant Alfred Jarry er bloawezh 1896.

Komañsed e oa bed e-pad ma oa Jarry er skol e Roazon. An Tad Ubu a oa "Monsieur Hébert", ur c'helenner war ar fisik hag a veze goapaet gant al liseaned. Digemeret fall e oa bet Ubu Roi pa oa bet embannet ha c'hoarïet, mes goude eo deuet Ubu da vezañ ur personaj universel. Gwir eo e oa un diktator, araog na oa deuet mod ar rejimoù totaliter. Daou bezh all zo bet skrived gant Jarry e gloar Ubu, Ubu Cocu hag Ubu Enchaîné.

Setu ar sennen gentañ, lakaet e brezhoneg espissial ewid ar Wikipedia-mañ :

[kemmañ] Senenn gentañ

TAD UBU — Merttt !
MAMM UBU — Oh ! ase zo traou braw c'hoazh eta, Tad Ubu, pessort mell voyou zo ac'hanoc'h.
TAD UBU — Ra vefec'h badaouennet, Mamm Ubu !
MAMM UBU — N'eo ked me, Tad Ubu, unan all e rankfec'h assassinañ.
TAD UBU — Eus perzh ma lutig glas, na gomprenan ked ac'hanoc'h.
MAMM UBU — Petra, Tad Ubu, kontant oc'h gant ho planedenn ?
TAD UBU — Eus perzh ma lutig glas, merttt intron, sur avat, on kontant. A-nebeutoc'h e vefe kontant neb heni : kapiten dragoned, ofisser koñfiañs ar roue Venceslas, dekored eus urzh Egl Ruz ar Pologn ha bet roue Aragon, petra muioc'h e faot deoc'h ?
MAMM UBU — Petra ? Goude bezañ bet roue Aragon, oc'h kontañ bremañ o weladegiñ un hanter-kant lakepotred armet gant digaoleresed, pa vefe bet moaian deoc'h lakaad war ho klipenn kurunenn Pologn goude heni Aragon ?
TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, gomprenan ked mann e-bed e-barzh da gomzoù.
MAMM UBU — Ken bleup out !
TAD UBU — Eus perzh ma lutig glas, bew eo c'hoazh ar roue Venceslas ; ha pa varvche, lejionadoù bugale en-deus war e lerc'h, n'eus ked ?
MAMM UBU — Ha piw 'h ampechfe ac'hanout da vassakriñ ar familh-se toud, ha da gemer o flass ?
TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, c'hwi lâr traou injurius ha tuchant e vo gwraet ho cheu deoc'h.
MAMM UBU — Damm ! paour kaesh den, pa vo gwraet ma jeu din, piw a beñselio deun da vragoù dit ?
TAD UBU — Bah ! ha neuse ? Ma revr-me zo evel revrioù ar re all iwe...
MAMM UBU — Ba da blass, me asezfe ar revr-se war un tron bennaked. Mod-se e hallfes kreskiñ da binvidigezh heb fin, debiñ andouilhenn bemdez-Doue, ha ruilhal karoñs bras dre ar ruioù.
TAD UBU — Ma vijen roue, me lakaje sevel ewidon ur chipilinenn vras e-gis an heni moa en Aragon hag a zo bet laered divaezh diganin gant an Spagnoled.
MAMM UBU — Te hallfe prenañ c'hoazh ur parplu, hag ur mell kabig hag a gouezfe war da dreid.
TAD UBU — Ah ! plegiñ a rin d'an demptassion. Foutre merttt, merttt ha foutre, mar kavan hennezh ba korn ar c'hoad e teuio fall e amzer.
MAMM UBU — Ah ! mad-tre, Tad Ubu, setu out deuet ur gwas gwirion bremañ.
TAD UBU — Oh pass ataw, me ur c'hapiten dragoned, massakriñ roue ar Pologn ! gwelloc'h ganin mervel !
MAMM UBU (dehi he hunan) — Oh ! merttt ! (A vouezh uhel.) Setu emaout o hont da chom paour-razh a-hed da vuhez, Tad Ubu?
TAD UBU — Feiz ya, eus perzh ma lutig glas, me gav gwelloc'h chom paour evel ur razhedennig voan, eged mont pinvidig evel ur c'hosh kazh lart.
MAMM UBU — Hag ar chipilinenn ? ar parplu ? ar gabig vras ?
TAD UBU — Beñ ya, Mamm Ubu, ha neuse ?
Maes ec'h a an Tad Ubu en ur laoskel an nor da stlakal.
MAMM UBU (he-hunanig) — Vrout, merttt, stard eo fichañ hennezh, mes vrout, merttt, mechañs e vo bet distarded un tammig ganin. Dre c'hrass Doue ha dre ma grass din, martesse e vin rouanes ar Pologn a-benn eishteiz.

[kemmañ] Ar pezh e galleg

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com