Roberto Cosulich
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Roberto Cosulich, bet ganet d'an 30 a viz Gouere 1946 e Venezia (Italia), marvet marteze e-pad krenadenn-douar 1980 e Lima (Perou).
Mestrc'hoarier echedoù italian.
Savet e oa bet e Amerika ar Su. Eno en doa bet kentelioù gant ar Mestr Meur Etrebroadel Hermann Pilnik. E 1965 e tistroas da Italia ha buan-tre e teuas da vezañ unan eus gwellañ c'hoarierion Italia, o tont Mestr e 1966. Dornet-kenañ e oa. Kemer a rae perzh en tournamantoù evit gounit arc'hant dreist-holl.