Rhos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh vrezhon a oa lec'hiet er pezh a zo bremañ Denbighshire e hanternoz Kembre e oa Rhos. Hec'h anv a dalvez lanneg. Un darn eus Ceredigon e oa da gentañ, moarvat, met er Vvet kantved e tremenas da Wynedd.
E 480 e voe roet ar rannvro da Owain Ddantgwyn evel un isrouantelezh. Lazhet e voe Owain Ddantgwyn gant Maelgwn Gwynedd met penn ar rouantelezh a oa kemeret gant Cynlas Goch, a vez komzet diwar e benn gant Gweltaz e De Excidio Britannia. E vab Einion ap Cynlas a stagas isrouantelezh Afflogion ouzh e hini met ne oa ket gouest e ziskennidi da virout o dieubidigezh. Goude 560 e voe renet Rhos war-eeun gant rouaned Gwynedd war a seblant.
Familh roueel Rhos a chomas pouezus, avat, hag unan eus hec'h izili, Caradog ap Meirchion a yeas da roue Gwynedd en VIIIvet kantved.
Kêr Dinerthe oa Kêrbenn Rhos moarvat, e-kichen Llandrillo-yn-Rhôs. Aze, war vBryn Euryn, e oa bet kavet rivinoù ur c'hreñvlec'h a c'hellfe bezañ bet palez rouaned Rhos
[kemmañ] Listenn rouaned Rhos (bloaziadoù disur)
- Owain Ddantgwyn : 480 - 517
- Cynlas Goch : 517 - 540
- Einion ap Cynlas 540
[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)
[kemmañ] Gwelet ivez
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |