Pellgehenterezhioù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
N'eo ket welet ar pellgehenterezhioù evel ur skiant, met evel teknologiezhoù ha teknikoù lakaet da dalvezout. Dont a ra an termen eus troidigezh ar ger galleg télécommunications ijinet gant Edouar Estaunié, ijiner ar Postoù hag ar Pellskriverioù ha rener an École professionnelle des Postes et Télégraphes e Paris eus 1901 betek 1910.
War kreskiñ bras eo ar gennad-mañ abaoe ar bloavezioù '80 p'emañ o tennañ frouezh eus araokadennoù ar skiantoù rik war tachennoù'zo :
- Matematikoù : keweriadur ar signal ha skritur kuzh
- Fizik : elektronik ha gwelelektronik
- Urzhiataerezh : ar rouedadoù ha teorienn an ditour
E Bro-C'hall ez eus bet un diorren bras en enklask evit ar pellgehenterezhioù hag e Breizh eo bet staliet meur a arnodva brudet. E Lannuon, e arnodva ar Centre national d'études des télécommunications krouet diwar intrudu Pierre Marzin e 1970 hag e Roazhon e Centre commun d'études de télédiffusion et de communications eo bet ijinet ar Minitel. Anvet eo bet an arnodvaoù-se France Télécom R & D.