Pedagogiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar bedagogiezh a zo ar skiant a bled gant kelenn ar vugale. Marteze e c'hell bezañ anvet skiant ar c'helenn ivez. Dont a ra an termen eus ar gresianeg kozh παιδαγογια, hemañ o tont eus παιδος (paidos) a dalvez evit bugel hag eus αγω a dalvez evit bleinañ (kunduiañ). En Henanzer e veze kaset d'ar skol bugale ar re binvidik gant ur sklav, ar paidagogos e anv. Hemañ a lakae ar vugale da adlavarout ar c'helennoù ha d'ober al labour-skol er gêr.
Ur meizad nes d'ar bedagogiezh eo ar c'helennouriezh p'eo lodenn damkanel (teorikel) skiant ar c'helenn.