Milan Babić
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Milan Babić (26 C'hwevrer, 1956 – 5 Meurzh, 2006) a oa bet e penn Republik Serbed Krajina etre 1991 ha 1995, un takad poblet gant Serbed dreist-holl hag a oa en em zispartiet eus Kroatia e-pad ar brezel ma yeas Yougoslavia a-dammoù. Tamallet evit torfedoù brezel gant Lez-varn Etrebroadel evit an Torfedoù en Ez-Yougoslavia e 2004 e oa bet an tamallad kentañ oc'h asantiñ bezañ kablus a-benn marc'hata e setañs gant ar varnerien. Goude-se e voe kondaonet da 13 vloaz toull-bac'h. Krediñ a reer ez eo en em lazhet e toull-bac'h Den Haag e miz Meurzh 2006