Menez Bre
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Menez-Bre a zo un uhelenn e Bro-Dreger, war hanter etre kumunioù Pederneg ha Louergad.
Tapout a ra 301 m ha gwelet e vez a-bell dre m’eo digenvez. Daoust d’ar pezh a greder alies n’eo ket lec’h uhelañ Bro-Dreger.
War gern an dosenn ez eus ur chapel gouestlet da sant Herve, ur feunteun gouestlet d’ar sant-se ivez a gaver ouzh tor ar menez, eus tu ar reter.
[kemmañ] An anv
"Bre" a zo ur ger kozh hag a dalvez kement ha "torgenn, uhelenn". Er vro e vez lavaret alies "Tosenn Menez Bre", ar pezh a zo lavarout teir gwech ar memes tra.
Lesanv ar menez a zo “Tad-kozh ar vro”.
[kemmañ] Mojennoù
Meur a vojenn a denn d’al lec'h-se. An diouganer Gwenc'hlan a vefe o kousket dindan ar menez o c’hortoz e zistro.
Mojenn ur beleg stolier a zo ivez, anvet Tadig Kozh. Mont a rae diarc'hen war ar menez da lenn an oferenn drantel evit saveteiñ an eneoù daonet o leskiñ en ifern.
[kemmañ] Lidoù ha darvoudoù
Ur foar a veze dalc'het d'ar 17 a viz Gwengolo (foar Vre) ma veze gwerzhet kezeg. Gouel ar c'hezeg a vez graet c'hoazh bremañ bep bloaz.