Malienydd
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Malienydd a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet war-dro Llandrindod, er c'hornad a zo Radnorshire hiziv. Diazezet e vefe bet war-dro 410 gant unan eus mibien Vortigern, Brydw. Goude faezhidigezh e dad e vefe aotret da virout e zouaroù e reter Kembre.
Hogozik netra a anavezer diwar-benn istor Malienydd ha he bezañs end-eeun a zo disur. Buhez Sant Curig Lwyd a veneg un "duk" Malienydd, Mael en-beje roet douareier d'ur manac'h Maelgwn e anv. An hevelep den hag ar Millo map Camuir meneget en dornskrid Harleian 3859h evel un diskennad eus Brydw e c'hellfe bezañ.
N'ouzer ket pegoulz e voe staget Malienydd ouzh Powys met pouezus e chomas he amilh roueel betek deroù ar VIIvet kantved, war a seblant.
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |