Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Jakez Konan - Wikipedia

Jakez Konan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Ur skrivagner brezhoneg ha brezhoneger eo Jakez Konan, ganet e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) e 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003. Mab e oa da Ewan Gonan (Yves Connan, geriadur ar skrivagnerien, Lukian Raoul) ha da vMarguerite Goubault.

Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet e stumm ul levr.

Tapet live ar vachelouriezh gantañ, ez eas da dremen un hanter bloavezh da Vro-Alamagn e 1928 da deskiñ alamaneg dre un eskemm etre familhoù. Goude-se, deuet en-dro d’ar vro ez eas da labourat en un ti-bank. Diwezhatoc'h e voe ivez gwerzher-tiez, kelaouenner, sekretour ti-kêr pe c'hoazh sekretour-kontour.

Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Glou eus Perroz-Gireg ivez e 1932. Bet o deus pemp a vugale.

Deskiñ a reas seniñ gant ar binioù hag e voe unan eus krouerien kelc’h keltiek Perroz en 1935 asambles gant James Bouillé an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg hag aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek. Un toullad bloavezhioù goude ar brezel, dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas Breizh e 1952 gant e holl familh da vont da Ganada. Eno e vevjont e-pad 25 bloaz. Pa dapas kaout e leve-kozhni e tistroas da Vreizh.

[kemmañ] Oberenn lennegel

Brudet eo Jakez Konan e bed ar brezhoneg dre m’en deus skrivet kalzik a draoù, romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari... e Gwalarn, Arvor ha Feiz ha Breiz da gentañ ha goude ar Brezel e Al Liamm, e Ar Bed Keltiek hag e Barr-Heol. Klasket en deus bepred liammañ yezh ar bobl, -- e vrezhoneg en deus liv an tregerieg warnañ --, gant ar brezhoneg skrivet, o prouiñ dre-se nend eus moger ebet etre ar yezh skrivet hag ar peurrest eus ar brezhoneg pa c’hell an eil pinvidikaat egile.

A bep seurt traoù a zo bet skrivet gantañ, danevelloù dreist-holl, leun a fent alies evel Lannevern e kañv, Noblañs... Romantoù diduiñ (Ur marc'hadour a Vontroulez, graet evit ar yaouankizoù hag a dremen en triwec'hvet kantved ; Kenavo Amerika, ur romant post-atomel na oa ket bet barnet eus ar c'hentañ bepred pa oa deuet er-maez, e gaou a gav din, p'eo plijus an dibun anezhañ ha divoas an danvez e brezhoneg) hag ivez troidigezhioù evel Ali Baba, Ar vilin du, Pikoù mab e dad, levr Edouard Ollivro, a zo tapet c'hwek ennañ buhez ur skolajiad eus bro Lannuon etre an daou vrezel... ha pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, kanaouennoù hag ivez pennadoù studi a bep seurt diwar-benn ar yezh.

Stummet eo e zoare skrivañ gant rikted ha pervezhted ar yezh lennek unanet gant nerzh ha buhez ar yezh pobl, hini Treger, ur rannyezh a anaveze eus ar c'hentañ. Modern eo ivez spered e skridoù, pa 'z int graet evit an amzer o ren, lod anezhe savet evit ar radio, evel e bezhioù-c'hoari da skouer.

N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet. Bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.


[kemmañ] Levrlennadurezh

Al Liamm Kelaouenn lennegel (hervez lec'hienn internet ar gelaouenn)

55 pennad skrivet gant Jakez Konan, ur steredennig a gaver dirak anv an troer

Niv. Paj. Stumm Titl ar pennad Skrivagner(ien)

23 6 Danevell Ar maen e lenn Rottne, Selma Ottilia Loeiza Lagerlof & *Jakez Konan

36 11 Danevell Ali Baba hag an Daou-ugant Laer, *Jakez Konan

43 14 Danevell An den-meur, Jakez Konan

64 6 Danevell Diwezh-sizhun, Jakez Konan

65 9 Danevell Noz ar pellgent, Jakez Konan

66 41 Studi Kontouriezh, Jakez Konan

70 329 Danevell An hini kozh, Jakez Konan

71 437 Studi Selma Lagerlof, Jakez Konan

71 442 Danevell Ar Bioloñsour, Selma Ottilia Loeiza Lagerlof & *Jakez Konan

71 458 Studi Loeiz Eunius, Jakez Konan

74 175 Danevell Ar c'hi, Jakez Konan

74 202 C'hoariva Un Taol-Strap, Jakez Konan

78 3 Barzhoneg Barzh nen on..., Jakez Konan

78 4 Barzhoneg Buhez, Jakez Konan

78 4 Barzhoneg Nevez-amzer, Jakez Konan

T5 9 Studi Hag anaout a rit-hu ar Gorriganed ? Jakez Konan

105 254 Danevell Barr-Heol war Hentoù ar Bed-Nevez, Jakez Konan 107 410 Danevell Noblañs, Jakez Konan

114 29 Studi Al lavar reizh, Jakez Konan

117 270 Studi En em gelenn diwar lenn, Jakez Konan

126 5 Barzhoneg Evnig, allas !..., Jakez Konan

143 439 Danevell Ur beurevezh kaer a viz Ebrel, Jakez Konan

157 124 Danevell Kevrin Lord Pennejen, Stephen B. Leacock & *Jakez Konan

157 131 Danevell Penaos gounit ur million a zollarded, Stephen Leacock & *Jakez Konan

174 4 C'hoariva Tri brezeliad, Jakez Konan

203 450 Danevell O foetañ hent dre Iwerzhon, Gweltaz ar Bozeg & *Jakez Konan

209 422 Studi A-dreuz lenn : O foeta bro er C’hanada, Jakez Konan

210 84 Lizher Ul lizher, Jakez Konan

211 123 Danevell Skrij ha nij en noz, Jakez Konan

218 170 Danevell Mendès-Breizh, Jakez Konan

222 20 Danevell Diwallit ouzh al latar, Edwarz Ollivro & *Jakez Konan

230 206 Danevell A,B ha C, an elfenn denel er jedoniezh, Stephen Leacock&*Jakez Konan

235 88 Danevell N'emañ ket ar C'hudenneg aze ?, Jakez Konan

242 173 Danevell Ar c'hwiled-derv, Jakez Konan

246 53 Studi Notennoù Yezh, Jakez Konan

250 245 Barzhoneg Al Lorelei, Heinrich Heine & *Jakez Konan

251 365 Studi Roparz Hemon, rener ar gelaouenn Arvor, Yann Glevareg & *Jakez Konan

252 42 Studi Eus Grundtvig da Roparz Hemon, Yann Glevareg & *Jakez Konan

253 140 Studi Geriadur an henvrezhoneg, Jakez Konan

258 60 Studi A-dreuz lenn : Notennoù Brezel (Ar Yeoded), Jakez Konan

259 143 Studi Notennoù yezh, Jakez Konan

265 156 Studi Kistreberzh, Kistrebiarh, Questembert, Jakez Konan

273 288 Danevell Al lorberez Pelham Granville, Wodehouse &*Jakez Konan

275 441 Danevell Souvenir from Paris, Jakez Konan

281 388 Barzhoneg Diskar-amzer, Jakez Konan

282 11 Danevell Muntr ar gourmarc'had (1/2), Jakez Konan

283 108 Danevell Muntr ar gourmarc'had (2/2), Jakez Konan

283 166 Studi Notennoù Yezh, Jakez Konan

284 200 Barzhoneg Breudeur, Heinrich Lersch & *Jakez Konan

296 205 Danevell Ur mennad a bouez, Jakez Konan

335 5 Barzhoneg O terriñ kleuz, Jakez Konan

336 3 Barzhoneg Ar vagig, Jakez Konan

337 7 Barzhoneg Marv an eostig, Jakez Konan

337 8 Barzhoneg An hent, Jakez Konan

338 3 Barzhoneg Kanenn d'al Levenez, Freidrich Von Schiller & *Jakez Konan

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com