Imbrian Uhel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Imbrian Uhel a zo ur maread eus istor douarouriel al Loar hag en em astennas eus 3800 milion bloaz'zo betek 3200 milion bloaz'zo. E-pad ar maread-se e teuzas un darn eus ar vantell dindan an diazoù loarel ha leuniet a voe ar re-mañ gant bazalt. Krediñ a reer e oa bet gwanaet ar grestenenn gant stokadoù, ar pezh a aotre ar magma da bignat war ar gorre.
Darn vrasañ ar standilhonoù derenet gant ar c'hefridioù Appolo o-doa en em furmet e-pad ar maread-se. Kenglotañ a ra an Imbrian Uhel gant lodenn gentañ an Arc'heeg
Marevezhioù eus Skeul amzervezhioù loarel : |
Rak-nektareg - Nektareg - Imbrian Izel - Imbrian Uhel - Eratostenian - Kopernisian |