Haousaeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Haousaeg (هَوُسَ Hausa) | |
---|---|
{{{statud}}} | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Nigeria, Benin, Burkina Faso, Togo, Kameroun, Ghana, Niger, Kongo, Soudan |
Rannved : | Afrika ar c'hornôg |
Komzet gant : | 24 200 000 mammyezher; 38 800 000 en holl |
Renkadur : | 41 |
Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Nigeria (Stadoù kevredet an norzh) |
Akademiezh : | hini ebet |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | SVO |
Frammadur silabek | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ha |
ISO 639-2 | hau |
Kod SIL | HAU |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh tchadek eus is-skourr ar yezhoù tchadek ar c'hornôg A.1 eo ar haousaeg (هَوُسَ hausa, abakwariga, mgbakpa, habe pe kado) komzet gant tro-dro da 24.200.000 den en holl evel yezh kentañ ha gant 14.600.000 den all evel eil yezh e Nigeria dreist-holl (18.25.000 den e 1991) hag ivez e Benin, Burkina Faso (500 den e 1991), Kameroun (23.500 den e 1982), Republik Kreizh Afrika, Tchad, Kongo, Eritrea, Alamagn, Ghana, Niger (5.000.000 den e 1998, pe 55% eus ar boblañs evel yezh kentañ), Soudan (418.000 den e 1993), Togo (9.600 den e 1991) hag vez gant enbroidi en Alamagn.
Ar yezh tchadek muiañ-komzet an hini eo.
Daouzek rannyezh pennañ ez eus:
- kanoeg (Kano)
- katagoumeg (Katagum)
- hadedjiyaeg (Hadejiya)
- sokotoeg (Sokoto)
- gobirawaeg (Gobirawa)
- adarawaeg (Adarawa)
- kebaweg (Kebbawa)
- zamfaraweg (Zamfarawa)
- katsinaeg (Katsina)
- arewaeg (Arewa)
- arawaeg (Arawa)
- zariaeg (Zaria)
Tonennoù en-deus an haousag. Pep hini eus he femp vokalenn a, e, i, o and u ha c'hell degemer un donenn izel, un donenn uhel pe un donenn o kouezhout
Da ziskouez an tonennoù e c'heller implij lizherennoù merket
à è ì ò ù (tonenn izel)
á é í ó ú (tonenn uhel)
â ê î ô û (tonenn o kouezhout)
E Haousaeg reizh ne'z int ket merket an tonennoù. Ezhomm ez eus d'o merkout, avet, e geriadurioù hag e oberennoù skiantel.
Abaoe 200 bloaz eo skrivet Haousaeg. Da gentañ e raed gant un eilstumm eus al lizherenneg arabek, Ajami hec'h anv. Erlec'hiet e oa bet gant al lizherenneg latin, avat. Teir c'honsonenn a zo ket adstaget outi : ɓ, ɗ and ƙ, unan pevare ƴ a vez implijet wechoù'zo.