Gregor a Deurgn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Gregor a Deurgn a zo bet ganet e 538 e Clermont (Clermont-Ferrand hiziv) en ur familh eus an noblañs arvernat. Marvet eo bet e 594 e Teurgn (Indre-et-Loire) e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e gouel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperik ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet e Andelot etre Hilberzh II, roue Bro-C'hall ha Gontran, roue Burgondia (587). sinet e Andelot (Haute-Marne)|Andelot Evel ur c'hronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn. Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ. Rebechet eo bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha diouzh-se barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh.