Ffereg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ffereg, anvet Rhwng Gwy ag Hafren ivez, a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet e hanternoz Gwent etre ar stêrioù Hafren hag Gwy. Krouet e voe war dro 495 gant Cawrdaf, unan eus mibien Caradog Freichfras. N'anavezer ket pegement amzer e chomas Ffereg dizalc'h met an testennoù diwezhatoc'h a dizkouez anezhi evel un darn eus Brycheiniog.