Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Feur-emglev Mallarino-Bidlack - Wikipedia

Feur-emglev Mallarino-Bidlack

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

D'an 12 a viz Kerzu 1846 eo bet sinet Feur-emglev Mallarino-Bidlack etre Stad Nueva Granada (Kolombia hiziv an deiz) hag ar Stadoù-Unanet. Ent ofisiel eo bet anvet Feur-emglev Peoc'h, Kenvreuriezh, Merdeadurezh ha Kenwerzh, hag, evit an darn vrasañ anezhañ, ez eo un emglev kenwerzhañ kemm-ouzh-kemm etre an div vro. Bez' eo bet ivez an ober gwiraouel kentañ ma kemeras perzh ar Stadoù-Unanet e kenwerzh strizh-douar Panamá, a oa lodek eus Nueva Granada d'ar mare-se.

[kemmañ] Istor

Gant dispenn ar Gran Colombia e 1830, e klask diouzhtu departamant Panamá tapout e zizalc'hiezh d'ar mare-se, e 1831, ha goude-se c'hoazh, etre 1840 ha 1841 ma voe degemeret evel Stad dizalc'h. E-pad ar prantad dizalc'hiezh berr-mañ e soñj da Mariano Arosemena, anezhañ Sekretour an Darempredoù etrebroadel e Panamá, sevel un emglev evit ma vefe gwarezet unded, surentez ha neptuegezh ar strizh-douar gant Breizh-Veur, ar Stadoù-Unanet ha Frañs.

E 1841 e tistro Panamá en Nueva Granada. Pennadurezhioù Nueva Granada a heuilh an hevelep roud neuze ha goulenn a reont digant ar Stadoù-se gwarantoù evit gellout kenderc'hel da ren war ar strizh-douar.

Kinnig a ra neuze Manuel María Mallarino, anezhañ ministr an Darempredoù Diavaez evit an Nueva Granada, un teul kuzh a-berzh e c'houarnamant da Benjamin Bidlack, kargiad ar c'henwerzh eno evit SUA. Ennañ e sach gouarnamant an Nueva Granada evezh ar Stadoù-Unanet war c'hoantoù direizh Breizh-Veur evit mestroniañ al "lec'hioù kizidikañ e-keñver kenwerzh war ar c'hevandir amerikan". En eskemm eus gwarant hec'h aotrouniezh war ar c'horn-bro ha war neptuegezh ar strizh-mor e kinnig da SUA doareoù spletus evit treuzdougen a-dreuz ar strizh-douar, o marc'hadourezh, lizheroù, beajourien, hag all.

Setu penaos eo bet sinet ar Feuremglev Peoc'h, Kenvreuriezh, Merdeadurezh ha Kenwerzh d'an 12 Kerzu 1846; ne voe ket ken frouezhus war an taol evit Stad da zont Panamِá rak, dreist-holl er mellad 35, e ouestle ar Stadoù-Unanet gwarantiñ neptuegezh ar strizh-douar hag an treizhañ frank etre ar meurvorioù atlantel hag Habask. Eno emañ egin emellouriezh ar Stadoù-Unanet war vuhez politikel Panamá.

[kemmañ] Un diverrañ eus ar Feur-emglev

Setu un nebeud krefen diazez displeget er mellad 35 :

  • O mad a raio keodedourien, listri ha marc'hadourezh ar Stadoù-Unanet eus porzhioù an Nueva Granada, en o zouez re strizh-douar Panamá; eus an holl frankizoù, dreistwiroù ha divec'hioù, evit ar pezh a sell ouzh ar c'henwerzh hag ar merdeiñ ; hag e talvezo ar gwirioù-se evit ar veajourien, al lizheroù hag ar varc'hadourezh stadunanat a dreuz an tiriadoù-se.
  • Gwarantiñ a ra gouarnamant Nueva Granada da c'houarnamant ar stadoù-Unanet ar gwir da dreuziñ frank strizh-douar Panamá, e kement doare zo anezhañ evit poent pe a c'hallfe bezañ en amzer da zont evit keodedourien ha gouarnamant ar Stadoù-Unanet, war ar produioù oberiet hag ar varc'hadourezh zo evito.
  • Ne vo ket lakaet tamm treizhaj ebet da geodedourien ar Stadoù-Unanet na d'o marc'hadourezh evit treuziñ kement ode zo pe ganol estreget ar re a vez lakaet war keodedourien Nueva Granada.
  • Gwarantiñ a ra ar Stadoù-Unanet da Nueva Granada, neptuegezh-klok strizh-douar Panamá, gant ar soñj na vo ket, e-keit ha ma vo eus ar Feur-emglev-mañ, troc'het biken an treizhañ frank a vor da vor.
  • Gwarantiñ a ra ar Stadoù-Unanet, en hevelep doare, gwirioù aotrouniezh ha perc'henniezh Nueva Granada war an titiadoù meneget.

Gant ar Feur-emglev-mañ e skoulm ent ofisiel ar Stadoù-Unanet darempredoù armerzhel, kevredigezhel ha politikel gant Nueva Granada. D'e heul e vo lakaet un harz d'al luskad dizalc'hour a-hed eil hanterenn an XIXvet kantved.

[kemmañ] Lammoù diavaez (e saozneg)

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com