Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Ezklozadur - Wikipedia

Ezklozadur

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

D zo un ezklozadur eus B, ha n'eo ket un enklozadur.
D zo un ezklozadur eus B, ha n'eo ket un enklozadur.
C zo un ezklozadur eus B hag un enklozadur eus A.
C zo un ezklozadur eus B hag un enklozadur eus A.

Graet e vez ezklozadur eus un tiriad a aparchant d'ur framm politikel hep bezañ stag outañ dre zouar (inizi er-maez) hag a zo gronnet gant frammoù politikel all. Ur skouer vat eus se eo ar c’horn-bro en-dro da kêr rusian Kaliningrad. Da Gevread Rusia eo met dispartiet eo diouzh ar peurrest eus ar vro gant douaroù stag ouzh Lituania ha Polonia.

Daoust pegen kar eo an daou dermen, un ezklozadur n'eo ket un enklozadur dre ret. Gronnet eo Kaliningrad gant div vro : Lituania ha Polonia hag harzoù he deus ivez gant ar mor Baltel. Eus an tu all, ezklozadur katalan Llívia zo enklozet e Frañs.

Troet eo an ezklozadurioù da soñjal mui pe vui er frankiz politikel, dreist-holl pa vez pell an ezklozadur eus ar vammvro.


Taolenn

[kemmañ] Skouerioù a-vremañ

  • Kumun Sant-Yann-Drolimon er vro-Vigoudenn zo ezklozet darn eus he ziriad. Lod eus he douaroù zo gennet etre douaroù kumunioù Ploneour-Lanwern ha Tregeneg. Memestra a weler evit kumun Brieg he deus un ezklozadur e-barzh kumun Edern.
  • Baarle-Hertog, un ezklozadur belgat e-barzh an Izelvroioù e proviñs Brabant an Hanternoz.
  • Kêrioù Ceuta ha Melilla, ezklozadurioù spagnol war norzh arvor Maroko en Afrika.
  • Cabinda, un ezklozadur hag ur broviñs Angolat etre Republik Demokratel Kongo (ez-Zaire) ha Republik Kongo.
  • Rannvro Dubrovnik e Kroatia.
  • Nakhchivan, un ezklozadur eus Azerbaidjan.
  • Oecussi-Ambeno, un ezklozadur eus Timor ar Reter gronnet gant douaroù indonezian.
  • Alaska, un ezklozadur eus ar Stadoù-Unanet. (Ne gonter ket Hawaii rak mont a ra inizi d'e ober.)
  • Point Roberts (Washington) zo un ezklozadur amerikan all stag ouzh gourenez kanadian British Columbia.
  • E Massachusetts, n'eo ket stok penn-da-benn kontelezh Norfolk; kêrioù Brookline ha Cohasset zo lodek eus kontelezh Norfolk met gronnet a bep tu gant kontelezhioù all.
  • E Kolorado, kontelezh Arapahoe he deus daou ezklozadur gronnet gant kontelezh Denver.
  • E Kalifornia, kêr ha kontelezh San Francisco o deus un ezklozadur war enez Alameda e bae San Francisco sko ouzh kontelezh Alameda. An tamm doouar-mañ zo bet kaoz anezhañ pa'z eus bet ezhomm da gaout tachennoù etre an div gontelezh evit sevel Bon Aervorel Alameda, serret bremañ. N'haller mont d'an tamm douarig digor-mañ nemet dre dreuziñ pont ar Bae o tremen a-dreuz Oakland hag Alameda.
  • Stag eo gorre gourenez Michigan ouzh ar Wisconsin dre zouar. Gallout a reer mont di dre goueled ar gourenez a-hed 8 km Pont Mackinac.
  • Korn gwalarn ar Minnesota zo stag dre zouar ouzh proviñsoù kanadian Manitoba hag Ontario; n'haller mont war-hent d'ar Stadoù-Unanet nemet dre Manitoba.
  • Korn-bro Madha eus Oman war strizh-mor Ormoz zo e-barzh an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU). Hag un ezklozadur eus an EAU anvet Nahwa zo e diabarzh Madha; dindan aotrouniezh Emirelezh Sharjah emañ. Setu aze ur skouer eus un tamm douarn ezklozet en un ezklozadur all, ha war un dro en enklozet en un enklozadur !
  • Temburong zo un distrig eus Brunei distag diouzh rann gornôg vrasañ ar vro, met un ezklozadur eus Brunei eo memes tra. An distrig, evel ar vro hec’h-unan, zo un enklozadur arvorel eus Malaysia.
  • Kokkina zo un ezklozadur bihan-tout eus an emanvet Republik Turk Hanternoz Kiprenez.

[kemmañ] Skouerioù istorel

  • Prusia ar Reter, un ezklozadur alaman e-pad Republik Weimar: dispartiet eo bet diouzh Alamagn goude ar brezel bed 1, pa'z eus bet roet harzoù war ar mor da Bolonia en-dro. Diwezhatoc’h eo bet rannet Prusia ar Reter etre Polonia ha Rusia (sellet ouzh Kaliningrad a-us).
  • E-touez ar skouerioù eus ezklozadurioù d'ul live isvroadel e c’haller menegiñ kontelezhioù hengounel Flintshire e Kembre ha Cromartyshire e Skos.
  • Ezklozadurioù Dol; brudet e oa arc’heskopti Dol dre e ezklozadurioù niverus.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com