Ergyng
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ergyng a oa ur rouantelezh kozh Kembre lec’hiet er pezh a zo breman Heredfordshire, etre ar stêrioù Monnow ha Wye. He douar a endalc’he ivez un darn eus kontelezh Gwent a-vreman hag ar gêr roman gozh Ariconium (Weston under Penvard) a oa he c’herbên gentan moarvat. Anezhi e tenn-he hec’h anv
E 474 e voe krouet gant Gwrfoddw Hen. A-raok-se e oa un darn eus rouantelezh Gwent. Ne bado ket pell, avat, he frankiz rak merc’h roue Glywys a euredas Meurig Gwent war-dro 570 ha goude 590 e voe unvaniet Ergyng gant Gwent.
Hen adkrouin a reas Erb ap Erbic ap Meurig, roue Gwent, evit e vap Pebiaw Gladrog ab Erb. E genderv , Gwrgan Fawr , a oa roue pennan e renziad. War a greder, en-deus kontrollet un darn vras eus Glamorgan, marteze betek ar stêr Neath. Ne dreuzvevas ket ar rouantelezh da varvelezh e roue diwezhan Athrwys ha staget e oa gant roue Gwent, Meurig, en-doa euredet merc’h Gwrgan Fawr.
Gant ar saoznon e voe staget he douareier un tammig a-raok aloudabeg an Normaned
[kemmañ] Listenn rouaned Ergyng
- Gwrfoddw Hen : 474
- Glywys : 570
- Renet gant rouaned Gwent : 590 - 610
- Pebiaw Gladrog ap Erb : 610
- Gwrgant Fawr : 630
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |