Edeligion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh vrezhon lec'hiet e reter Glywysing e oa Edeligion. Krouet e voe 470 gant mab yaouankañ Glywys eus Glywysing, Edelig. Meneget eo e Buhez Sant Cadog hag e Buhez Sant Cybi. Ne chomas ket dizalc'h hir avat, war a seblant, ha staget en dro e voe gant Glywysing.