Dogfeiling
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dogfeiling a oa ur rouantelezh vrezhon lec’hiet e reter Gwynedd, e Kembre. Un isrouantelezh Gwynedd e oa, krouet gant ar mab yaounkan eus Cunneda : Dogfael. Berzhioù bras a voe gant Dogfeiling da gentan. E 500 e perc’hennas ar roue Elnaw ap Dogfael rouantelezh Glastenning e Dumnonea. E vab, Cyndwyn Glas a aloubas Caer Luit Coyt, e reter Pengwern , a roas d’unan eus e vibien.
War dro 642, roue Dogfeiling, Eludd ap Glas, a yeas da roue Powys pa varvas Selyf Sarffgadau e Emgann Caer Leon. Hêr ebet en-deus, avat, ha da vap Selyf e yeas Powys en dro tra ma voe distrujet Pengwern gant Oswiu Northumbria e 656.
Renziad Dogfeiling a gollas Glastenning da Wessex e penn ar VIIvet kantved ha pa varvas ar roue diwezhan, Meurig ap Elaed hep hêr war-dro 700 ne vire Dogfeiling nemet he douareier hengounel. Staget en dro gant Gwynedd e voe Dogfeiling goude-se.
[kemmañ] Listenn rouaned Dogfeiling (n’int ket sur an amzeriadoù)
- Dogfael ap Cunedag : .445
- Elnaw ap Dogfael : 500 (roue Glastening ivez)
- Cyndrwyn Glas : .550
- N’anavezer ket anv ar rouaned etre 550 ha 642
- Eiludd Powys : un tammig kent 642
- Elaed ap Eiludd : 642
- Meurig ap Elaed : 670-700
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |