Caer Guendoleu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Caer Guendoleu a zo an anv a reer d’ar rouantelezh vrezhon lec’hiet er rannvro da hanternoz ar Solway. N’anavezer ket an anv a roe hec’h annezidi dezhi.
Krouet e voe e 505 pa zisrannas Einion ap Mor, roue Ebrauc, e rouantelezh etre e vibien. Ceidio ap Einion a voe he roue kentañ met e diernelezh ne badas ket. E 573 e voe faezhet ha lazhet e vab, Gwenddolew ap Ceidio, gant rouaned Dunoting hag Ebrauc en Emgann Arfderydd e 573.
Goude-se e voe reolet ar rouantelezh an daou vreur eus Urien Rheged betek 616 - 632 pa voe distrujet asambles gant Rheged. Ar pezh a chome eus he douareier a stagas Strathclyd.
[kemmañ] Listenn rouaned Caer Guendoleu (n’int ket sur an amzeriadoù)
- Ceidio ap Einion : 505 - 550
- Gwenddolew ap Ceidio : 560 - 573
- Llew ap Cynfarch : 573 - 616 (gant e vreur Arawn ap Cynfarch )
- Arawn ap Cynfarch : 573 - 616 (gant e vreur Llew ap Cynfarch )
- Arawn ap Cynfarch (?) : 616 - 632 (ganta e-unan)
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |