Bryneich
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bryneich (pe Berneich) a oa ur rouantelezh vrezhon lec’het war aodoù biz bro-Saoz, war-dro Catreath, ma lakaas he c’hêrbenn. Kontrolliñ a rae an douareier e reter ar Peninoù etre ar Voger Hadrian hag Ebrauc (bremañ York).
En-em furmiñ a reas goude disparti ar Romaned met ne dreuzvevas ket hir tre. D’an ampoent he c’hrouidigezh, dindan roue Garbanion ap Coel edo Angled o chom er rouantelezh, foederati karget gant ar romaned da zifenn ar vro ouzh ar vorlaerien.
Kermerout a rejont ar galloud e-pad un enkadenn ziabarzh e 547 zoken ma dalc'has ar vrezhoned kornioù-bro betek ar VIIvet kantved. Bernicia e voe graet anezhi ganto.
[kemmañ] Listenn rouaned Bryneich
- Garbanion ap Coel : 420
- Dyfnwal Moelmud : 445
- Cyngar ap Dyfnwal : 490 (posupl eo en-deus renet war-lerc'h Bran Hen kentoc'h eget ag-e-raok)
- Bran Hen : 500 (posupl eo en-deus renet a-raok Cyngar ap Dyfnwal kentoc'h eget war-e-lerc'h)
- Morgan Bulc : 547
- Coledauc : 580
- Morcant : war-dro 600
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |