Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Brec'han - Wikipedia

Brec'han

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Brec'han (Brychan e kembraeg, Brocanus e latin, Brecon e saozneg) a oa roue Brycheiniog, unan eus broioù Enez Vreizh kozh, er V-vet kantved.

Taolenn

[kemmañ] E vuhez

Hervez ar buhezioù sent kozh e oa ganet Brec'han en Iwerzhon, hag e oa Anlach anv e dad, ha Marchel hini e vamm. Dre berzh e vamm pennhêrez eo e teuas da vout roue Garthmadrun, pe Brycheiniog, which the couple later inherited. Ur beleg Drichan a oa e guzulier. Kaset e voe, hag eñ yaouank c'hoazh, evel den-gouestl, da lez roue Powys, a oa Banadl (banal) e anv, a-benn gwarediñ rouantelezh e dad. Ne gavas netra gwell eget gwallañ Banhadlwedd merc'h ar roue, ha diwar se e voe ganet sant Cynog (Koneg, e brezhoneg). Pa varvas e dad e tistroas da rouantelezh Garthmadrun, hag e voe ur roue kristen.

[kemmañ] Skeudennoù

En iliz Sant Neot e Kernev-Veur e tiskouezer ur werenn-liv eus ar 15-vet kantved ma weler Brec'han o terc'hel 11 bugel etre e zivvrec'h. Hiziv an deiz e vez kontet d'ar weladennerien eo skeudenn "Doue an tad gant eneoù war e varlenn".

Goueliet e vez d'ar 6 a viz Ebrel.


[kemmañ] Bugale Brec'han

Hervez ar mojennoù ( a zo kristen anezho) e voe dimezet teir gwech ar roue Brec'han, hag ur ribitailh bugale dezhañ. Kement-se zo bet meneget e meur a zornskrid, en o zouez re William Worcester, John Leland ha Nicholas Roscarrock. An niver a vugale lakaet war e gont a ya eus 12 betek ...63. Met an niver meneget peurvuiañ eo 24.

[kemmañ] Div listennad

Meur a listennad zo, met div a zo dreist-holl: hini Kembre, ha hini Kernev-Veur.

An darn vrasañ eus ar vugale-se a seblant bezañ bet kristenien vat, ha bezañ aet eus Brycheiniog da avielañ Domnonea an hanternoz, da lavarout eo Kernev-Veur ha Devon a-hiziv.

Nemet n'eus ket emglev etre an div listennad.

Darn a lavarer emaint 'e Manau' ma'z eus bet kredet e c'halle bout Manaw Gododdin, da lavarout eo er vro a zo hiziv e kreisteiz Bro-Skos. Bremañ avat e soñjer kentoc'h en Enez Manav.

Marteze e oa kresket al listenadoù dre ma tremene an amzer, pendegwir e felle da dud zo (sent pe nann) bezañ diskennidi ur roue santel, bezañ izili eus Tiegezh Santel Breizh Veur.

Amañ e kavor anvioù bugale kavet en dornskridoù kozh: re Kembre, kernev-Veur, Iwerzhon pe Breizh evel ma'z int bet dastumet gant Early British Kingdoms website:

[kemmañ] Mibion hervez Kembreiz

Hervez Cognacio Brychan, De Situ Brecheniauc ha Jesus College MS20 en deus bet Brec'han digant e wragez Gwladys, Prawst, Rhybrawst hag Eurbrawst:

  • Cynog, Rhain Dremrudd, Clydwyn, Arthen, Papai, Dingad eus Llandingat, Berwyn ha Rhydog. Kavout a reer ivez (nemet n'int ket meneget en teir dihell war un dro
  • Cynon, Pasgen, Cylflifer, Marthaerun ha Rhun.
  • Dihelloù all a gembre a ra anv eus : Caian, Cynbryd, Cynfran, Cynin, Dogfan, Dyfnan, Dyfrig, Hychan, Llecheu, Neffei, Rhawin, Llofan, Llonio, Heilin, Afallach, Gwynnen ha Gwynnws.

[kemmañ] Merc'hed hervez Kembreiz

  • En De Situ Brecheniauc e kaver anvioù: Meleri, Hunydd, Gwladys, Ceingar, Tudglid, Nyfain, Gwawr, Marchell, Lluan, Gwrygon Goddeu, Arianwen, Bethan, Ceinwen (a zo santez Keyne e saozneg), Cerddych, Clydai, Cynheiddon, Dwynwen, Eluned pe Eiliwedd, Goleudydd, Gwen, Lludd, Tydfil pe Tudful, Tudwystl ha Tybie (pe Dyby).
  • E dihelloù all e reer anv eus: Beiol, Tydieu, Eufail, Hawystl, Edwen, Gwenrhiw, Tudwen, Callwen, Gwenfyl, Gwennan ha Mwynwen.

[kemmañ] Hervez Kerneviz

Hervez 'buhez sant Nectan' en deus bet Brec'han, digant e wreg Gwladys:


  • Adwen, Canauc (Cynog), Cleder (Clether), Dilic (Illick), Endilient (Endelienta), Helie, Johannes (Sion), Iona, Juliana (Ilud), Kenhender (Cynidr), Keri (Curig), Mabon (Mabyn), Menfre (Menefrewy), Merewenne (Marwenna), Morewenna (Morwenna), Nectanus (Nectan), Tamalanc, Tedda (Tetha), Wencu, Wenheden (Enoder), Wenna (Gwen), Wensent, Wynup (Gwenabwy) ha Yse (Issey).

Hervez Robert Hunt, ar re amañ dindan a ziazezas e kernev-veur, a roas o anv d'un iliz, pe d'ur barrez:

  1. Johannes e St Ive (diasur)
  2. Endelient en Endellion
  3. Menfre e St Minver
  4. Tedda e St Teath
  5. Mabon e St Mabyn
  6. Merewenne e Marhamchurch
  7. Wenna e St Wenn
  8. Keyne e St Keyne
  9. Yse e St lssey
  10. Morewenna eMorwenstow
  11. Cleder e St Clether (gwelout Kleder, e Breizh?)
  12. Keri en Egloskerry
  13. Helie en Egloshayle (diasur)
  14. Adwen en Advent
  15. Lanent e Lelant

[kemmañ] Hervez Iwerzhoniz

Hervez Levr Leinster en deus bet brec'han ar vugale-mañ digant Dína, merc'h roue ar Saozon: Mo-Goróc, Mo-Chonóc (Cynog, Koneg), Diraid, Dubán (Dyfnan), Cairinne (Caian), Cairpre, Iast, Ellóc (Dilic), Paan, Cáemán ha Mo-Beóc,

[kemmañ] Hervez Breizhiz

Hervez dihelloù a Vreizh e vije bet dimezet Brec'han da Menedoc merc'h da Constantine, roue ar Skoted. Genel a rejont Nennocha (marteze Ninnog, pe Ninnogan).

[kemmañ] Liammoù diavaez

E yezhoù all
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com