Bouriateg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh altaek eus ar skourr ar yezhoù oiratek-c'halc'hek eo ar bouriateg (buryat), komzet gant tro-dro da 450.000 den en holl e Hulun-Buyr e Mongolia an Diabarzh e Sina (65.000 den e 1982), e biz Mongolia (64.900 den e 1995 pe 2,5% eus ar boblañs), hag e Buryat-Mongol e Rusia (Azia) (318.000 den e 1990).
E Sina e vez renket ez ofisiel dindan ar mongoleg. Disheñvel eo doare-yezh pe bro dre ma'c'h int bet levezonet gant yezhoù disheñvel: Mongolia eo bet levezonet-don ar yezh gant ar mongoleg unvan hag impljet e vez ar mongoleg eno evel yezh dre skrid. E Rusia, avat, e lec'h ma vez skrivet gant al lizherenneg kirillek hag implijet e vel yezh dre skrid eo bet levezonet-don gant ar ruseg.
Meur a rannyezh ez eus a vro da vro:
- Bargoueg (bargu): Sina
- C'horieg (khori): Sina, Mongolia, Rusia
- Agaeg (aga): Sina, Mongolia
- Ec'hiriteg (ekhirit): Rusia
- Oungagg (unga): Rusia
- Ninzneg-oudinskeg (ninzne-udinsk): Rusia
- Bargouzineg (barguzin): Rusia
- Tounkaeg (tunka): Rusia
- Okaeg (oka): Rusia
- Alareg (alar): Rusia
- Boc'haneg (bokhan pe bohaan): Rusia
- Boulagateg (bulagat): Rusia
[kemmañ] Gwelet ivez
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |