Andoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
sp:Andes
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un aradennad venezioù eus ar re vrasañ eo an Andoù o tibunañ un sistem uhelennoù a-hed kevandir kornôg Suamerika a-bezh. E Venezuela, Kolombia, Ecuador, Perou, Bolivia, Brazil, Chile hag Arc'hantina ez eus anezho. P'eo uhel o venezioù kreis ez eo an Andoù ur skoilh bras evit an treizh. P'eo stris'hoc'h etre Chile hag Arc'hantina e sav an aradennad evel un harz naturel. Er c'hontrol eo an Andoù ledanoc'h e Perou hag e Bolivia ez eus er broioù-se un uhelgompezenn gant un un uhelded bras a vez graet an Altiplano e spagnoleg eus outi. Aze e vev ar pobl ketchua hag eus e yezh e teu anv an Andoù, met n'eo ket sklaer petra a dalv Antis e ketchwaeg. Aze e vev ivez ar pobl inca.