Adsav
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Adsav | |
---|---|
Penn rener | Padrig Montauzier |
Krouidigezh | 2000 |
Sez | BP 80337 35203 Roazhon Cedex 2 adsav@free.fr |
Kazetenn | War Raok |
Eil penn rener | Frederig Ar Bouder |
Sekretour meur | Fañch Fraval |
Sekretour meur eil renk | Ronan Le Gall |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | broadelouriezh, dizalc'herezh, tu-dehou pellañ |
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall | {{{gall}}} |
Kenvreuriadur european | {{{european}}} |
Kenvreuriadur etrevroadel | {{{etrevroadel}}} |
Livioù* | orañjez |
Lec'hienn internet | www.adsav.info |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Adsav zo ur strollad broadelour breizhat. Krouet eo bet e 2000 gant Padrig Montauzier evel un disrann eus POBL, met ne vije nemet un nebeut degadoù a stourmerien er strollad-se. Morse n'int aet da gemer perzh en dilennadegoù.
Hervez ar Strollad e-unan eo Adsav ur strollad hag a stourm evit gwirioù Pobl Breizh en ur nac'hañ an diforc'h politikel tu kleiz/tu dehoù. Evit tud all zo, avat (peurliesañ tud n'int ket a-du gant ar strollad-mañ) e rank bezañ renket e-touez strolladoù an tu-dehoù pellañ daoust ma vez nac'het ar renkadur-se gant ar strollad e-unan.
Lodenn vrasañ o stourm a zo pegañ skritelloù war vord an hentoù, gant luganoù par da : "Moskeenn ebet e Breizh", "Breizhad mestr er gêr", "Tamm dramm ebet e Breizh", "Evit ur Republik breizhat unvan ha dizisrannus", "Breizh da gentañ", "Breizh d'ar vretoned", h.a.
[kemmañ] Liammoù etrebroadel
Liammoù a zo etre Adsav ha strolladoù all par dre Europa, da skouer gant ar Vlams Belang e Flandrez, pe Strollad ar Bobl Danat e Danmark.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel Adsav
- Lec'hienn War Raok!
- Ur pennad e-barzh Breizh Etrevroadel Bev
- Ur pennad e-barzh Le Clébard à sa mémère
- Adsav war No Pasaran