Nepal Bhasa
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr Yezhoù newarek eo an newareg (newari pe nepal bhasa) komzet gant ouzhpenn da 1.000.000 den en holl e traoneinn Kathmandu e Nepal dreist-holl (3.73% eus ar boblañs ez-ofisiel e 199) dreist-holl hag ivez en India.
Seizh rannyezh ez eus:
- Dolkaleg (dolkhali)
- Pareg (pahri pe sindhupalchok pahri)
- Totaleg (totali)
- Tchitlangeg (citlang)
- Katmandoueg (kathmandu-pathan-kirtipur)
- Baktapoureg (baktapur)
- Bagloungeg (baglung)
Talvezout a ra rannyezh Kathmandu da yezh lennegel implijet dre skrid.
Ouzhpenn-se e vez kavet diforc'hioù etre ar gerioù implijet gant ar Voudisted hag an Hindoued ha disleusket e vez ar yezh muioc'h gant an eil re evit gant ar re all.
Skrivet e vez an newareg gant ar skritur devanagari ha goût a oar lenn ar yezh-mañ tro-dro da 60% eus ar boblañs.