Nedeleg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gouel ganedigezh Jezuz Mab Doue eo Nedeleg, evit ar gristenion. Gouel Ginivelezh Hor Salver eo an anv dik el liderezh kristen.
Hiziv an deiz e vez lidet gouel Nedeleg gant nann-kristenion ivez. Dizoueidi, yuzevion, muzulmidi, hogos an holl familhoù a laka ur wezennig sapr kinklet en o sal-vras da geñver dibenn ar bloaz.
D'ar 25 a viz Kerzu an hini eo e vez lidet Nedeleg peurvuian (Nozveilh ar Pellgent a c'hoarvez eta etre ar 24 hag ar 25), nemet evit darn eus an ilizoù reizhkredennek, a zalc'h d'ar 7 a viz Genver (e Rusia, Polonia, Tchekia, Serbia, Bulgaria, Jorjia), ha d’ar 6 a viz Genver emañ evit Iliz Armenia.
An deiziad a zo bet termenet gant an iliz katolik da glotañ gant Gouel Yann Vadezour, d'ar 24 a viz Mezheven, c'hwec'h miz a-raok, lesanvet "an Diaraoger", dre m'en doa disklêriet "Me eo ar vouezh a gri en dezerzh : kempennit an hent d'an Aotrou".
Gouel ar familh eo evit kalz a dud, gouel ar vugale dreist-holl, a c'hortoz gant mall profoù ar "Mabig-Jezuz" evit ar gristenion, pe "Tad-kozh Nedeleg" bet degaset gantañ "dre ar siminal", e-harz ar wezenn-sapr, dirak botoù pep hini.
Giz ar profoù da-geñver Nedeleg en deus lakaet ar gouel-se da vezañ ur mare a-bouez evit ar c'henwerzh, ha kavet e vez abeg en emdroadur-se a zo natur koulskoude en armerzh a hiziv, diazezet war ar beveziñ.