Vandalerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Vandalerezh a vez graet gant lod eus emzalc'h ar Vandaled a ziskouez un enebiezh ferv ouzh an arz hag al lennegezh, betek distruj monumantoù a-ratozh-kaer. E damm hent en istoren deus graet an termen-mañ abalamour d'an implij zo bet anezhañ gant an istorourien gristen dieubet gant Bizantion pa voe sujet ha lakaet da sklaved ar Vandaled trec'het ganto goude diskar rouantelezh "barbar" Kartago e 536; heskinet e oa bet tud an iliz roman gant ar Vandaled a oa Arianed anezho.
[kemmañ] Deskrivadur
Dre vras e vez graet vandalerezh eus un taol gaou bet graet evit ar blijadur da noazout ouzh an nesañ. Implijet e vez an termen, da skouer, evit ober anv eus kemmoù n'int ket bet aotreet pe en enep da c'hoantoù an dud dre vras.
[kemmañ] War ar Genrouedad
Gant diorroidigezh ar Genrouedad ez eus bet kemmet alies, hep aotre, pajennoù Web. En degouezh-mañ e vez graet gant vandalerezh evit ober anv eus emzalc'h un den a fell dezhañ noazout a-ratozh-kaer ouzh ul lec'hienn. Alies e vez graet en ur gas da benn tagadennoù bras.
[kemmañ] Wikipedia
War Wikipedia n'eus ket kalz a vandalerezh peogwir e c'hall bezañ gwelet aes ha dizarbennet fonnus. Padal e vez muioc'h a vrezelioù embann, pa sav dizemglev etre implijerien zo war danvez ur pennad.
Lenn ivez Petra ober pa vez un taol vandalerezh war Wikipedia?
[kemmañ] Istor
Evit doare eo bet implijet an termen-mañ evit ar wech kentañ e-pad an dispac'h gall d'an 10 Genver 1794 gant Henri Grégoire, eskob bonreizhel Bleaz, en e zanevell bet kaset d'ar Gonvañsion ma implije ar ger-se evit ober anv eus emzalc'hioù zo lu ar republik.
A-hed an istor eo bet implijet an distruj monumantoù bet savet gant ar renadoù kent da arouez ar cheñchamant galloud.
E-touez an degouezhioù vandalerezh nevez a-walc'h emañ an distruj monumantoù en Unaniezh Soviedel goude diskar ar renad ha distruj an delwennoù boudaat en Afghanistan gant an Dalibaned. Bez' emañ ivez an distruj monumantoù muzulman en ez-Yougoslavia asambles gant an dismatroù otoman o deus merket buhez ar rannved-se etre 1299 ha 1699.
[kemmañ] E brezhoneg
Diezhomm e vez kavet ar ger vandalerezh e brezhoneg gant tud a gav ez eus trawalc'h gant ar gerioù drailh, freuz, distruj, dismantr, dic'hasterezh, difindaoniñ, pa eo deuet ar ger vandalerezh deomp diwar e implij stank e galleg ar media war-lerc'h manifestadegoù.