Kaozeal:Vandalerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar ger vandalerezh a zo "vandelerezh" e geriadur R. Hemon (em skouerenn eus 1993), ur vi-koukoug moarvat. Troet on da soñjal eo unan eus ar gerioù diezhomm-se a glasker plantañ deomp e brezhoneg evit kemer lec'h gerioù ken anat evel : drailh, distruj, freuz. Faire du vandalisme: drailhañ, pe ober drailh, pe freuz.Bianchi-Bihan 11 Ebr 2006 da 19:55 (UTC)
- N'on ket tre a-du gant se. E damm istor en deus ar ger-se e brezhoneg. Kavet e vez er geriadurioù klasel. Un termen istorel eo, kavet e meur a yezh, gantañ ur ster resis liammet ouzh an distruj traoù abalamour d'un diouer a zeskadurezh pe abalamour d'ur seurt barbaregezh. Alies e vez liammmet ouzh an distruj traoù relijiel, arzel (monumantoù, delwennoù) pe traoù istorel (dilelloù, levrioù), hag all. Kalz ledanoc'h ha dispisoc'h eo stervaoù drailh, freuz, distruj a glot gant "destruction" dre vras.
--Fulup 11 Ebr 2006 da 21:56 (UTC)
- Ur gerig bennak evit displegaén petore arianed e oa ar vandaled keizh-se: ken buan all e sonjfe Yann al lenner int tadoù-kozh da Hitler. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2006 da 19:59 (UTC)